Mont d’an endalc’had

“ Kroaz ar Vretoned ”

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 101-104)



“ Kroaz ar Vretoned ”



Ar gwerziou, ar zoniou a zeblante maro,
Na gleved trouz abed oute ken en hon Bro,
Dilezet e oant gant an holl ;
Gante hon yez brudet, enoret a viskoaz
Enpad ar c’hantvejou, oa ankouaet, siouaz,
Ha war ar poent da vont da goll…

Dre hon maeziou kousket, ar Vretoned koz, koz,
Daoubleget gant an oad, a c’houlle : — « Daoust ha noz
» E vefe d’ar yez brezonek ?
» Daoust ha rok hon maro ha ni na welfemp ket
» Hadsevel c’hoaz en Breiz ar Brezoneg karet,
» Yez an dud vad ha kalonek ? »

Darn anê, ô glac’har ! mantret gant an anken,
A hirvoude noz de er c’hoat hag en draouien,
’N eur skuilh daerou war stad o Bro…

Ha truezus larent da gern ar meneou :
— « N’hall birviken mervel Spered hon C’hendadou,
» Barzed neve, zavet d’ho tro ! »

Int holl, gwall c’hlac’haret war doare Breiz-lzel,
A ouele evelse d’he yez kaer ha zantel,
Ar maro kri en o ine…
Pa glevchont o sevel en dro d’e eur vouez krenv,
A zihune hekleo an douar hag an nenv :
— Beva rei ho yez adarre !

Beva rei adarre yez karet ar C’helted,
Trugare ha bennoz da Groaz ar Vretoned !
A zo zavet, ken lugernus,
Da rei bue d’ho Pro ha da skuilh warnezi,
Gant eur bannac’h heol-hanv, ar garante, ar spi
Hag ar giziou koz ha yac’hus…

Kerkent hag ar c’hêlo, an dudou frealzet
A gane evurus : — Hon bue zo hirret…
Hon yez a vevo a-neve !
Zevel a rent o fenn en eur drugarekât
An Doue-Galloudus a deue da lakât,
Warlerc’h an noz du, ar beure !


Gant Kroaz ar Vretoned peb breizad kalonek
A wel hirie o ren ar c’hiziou brezonek,
Ha gante an evurusted !
En pep tiad kristen an dud, ar vugale
A lenn ar Groazig koant gant kalz a garante,
Rag hi eo « Kroaz ar Vretoned » !

Ar gelaouen dispar a vale war an dro,
War roudou zent koz Breiz : evit Doue, ar Vro
— Eno ’man he zalvoudegez ! —
Enni pep gwir Vreizad a gav e blijadur,
Evel pep den yaouank aliou mad ha fur ;
Hi a had dre-holl madelez !

Ganti ar c’hoziad paour, arri tost, tost d’e ve,
O klevet he gwerziou, a drid c’hoaz e ine,
Hag a sonj en e yaouankiz…
Gant he zoniou fentus an dud yaouank seder
A gav ive dudi d’o c’halonou, tener
Evel ar bleun karget a c’hliz…

O kroazig ar gwellan, kerz war araok bepred,
Evit mad Breiz-Izel, evit ar Vretoned,
Pegwir out krouet evit Breiz ;

Zav da benn ha hep aon, ma c’halli eun devez
Bezan eun êl a beuc’h ebarz pep tiegez
Ha lakât ennan joa a-leiz !

Setu pez a sonjan henoz dirak ma zân, [1]
Hag en eur hunvreal e teuan da vouskan
D’ar Groaz karet ha d’e Rener :
— Blavez mad ! Blavez mad ! Ha kalz a lennerien
Evit ma chomo Breiz eur vro fur ha kristen,
Leun a zantelez, a gaerder ! !


————
  1. Gouel an Nedelek 1904.