Kerkent ha ma voe degouezhet war an hent, setu ar baotred, kurius, en-dro dezhañ, ha da c’houlenn :
— « He ! marichal… ha Satanaz ? »
— « Un den pe an diaoul ? »
— « Penaos e oa ? »
— « Tan a oa en-dro dezhañ ? »
— « Kerniel en deus ? »
— « Hag ur forc’h hir ? »
— « O ! o ! marichal, flastret eo ho fri ? Ho figur a zo leun a wad ! Petra ’zo c’hoarvezet ganeoc’h ? »
— « A ! n’ouzon ket petra ’zo c’hoarvezet, n’ouzon ket. N’ouzon netra ebet. »
— « Penaos ? N’hoc’h eus gwelet netra ? N’hoc’h eus klevet netra ? N’ouzoc’h netra ?… »
— Netra, netra, netra, nemet spontus eo. »
Ar marichal ne lavaras ket muioc’h.
Pa voe degouezhet ar baotred er gêr, ar merc’hed a c’houlennas diganto :
— « Hag e Karreg-al-Louarn ? »
Ar baotred a respontas d’o gwreg :
— « Satanaz, Satanaz a zo eno. Ar marichal a zo deuet en-dro, pladet dezhañ e figur evel ur grampouezhenn. Ha ne oar ket petra ’zo c’hoarvezet gantañ, n’en deus gwelet netra, n’en deus klevet netra, netra, netra ! Krediñ a ra deomp en deus kollet e holl skiant vat gant an traoù spontus en deus gwelet. »