ha kras, dirak ho taou lagad, neuze hoc’h eus houarnet ho marc’h diwezhañ. »
— « Hein ? »
— « Ya ! ya ! marichal ; houarnet ho pefe ho marc’h diwezhañ, rak me a grougfe ac’hanoc’h dindan eizh devezh, en ho liorzh gant al lerenn hoc’h eus degaset ganeoc’h da grougañ ac’hanon. Emichañs hoc’h eus komprenet ? Mat ! Lom, diskargit ur volennad sistr d’ar marichal. »
Kement a dan a oa o virviñ e daoulagad Job, ma voe spontet ar paour kaezh marichal. Soñjal a reas adarre : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?
— « Yec’hed deoc’h ho taou ! » emezañ.
Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn.
— « Sistr mat eo, marichal ? »
— « N’eo ket fall, Job. »
A-benn neuze, avat, an houarner kezeg en doa kemeret hent ar maez.
War an hent bras, ar baotred a c’hortoze, leun a anken. Petra ’oa c’hoarvezet du-hont ?
— « Daoust ha dont a raio en-dro ? » eme ar C’herriou.
— « E toull Satanaz eo aet, » a lavaras ar Saliou.
Ha soñjal a reas : e lur vutun karot diwezhañ n’eo ket paeet c’hoazh.
Nann, ar marichal ne oa ket bet debret gant Satanaz. Edo o tiskenn a-dreuz ar roz, e benn en un doare truezus.