Yan ar bombarder, pe ar gouriz-plouz

Eus Wikimammenn
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 23-24)




Yan ar Bombarder,
pe ar Gouriz-plouz
————
(Da hostizien va Bro.)


Gwechall-gwechall, nep n’en doa ket daoulagad a oa dall. D’an amzer-ze, Yan ar Bombarder a rede ar vro, brudet dre ma veze dalc’hmad o vont-dont eus an eil maner d’egile, hag a-dreist-holl eus an eil tavarn d’eben, gwech war e dreid e unan, gwech war gein eskernek eun teus a varc’h : eur marc’h Laouig ken treut ma c’houlenne an dud digant Yan penôs ne veze ket troc’het dre an hanter gant liven-gein ar marc’h !…



Yan ar Bombarder ne ree nemet pismiga an hostizien. Eur wech edo o tistaga eur roulladen en eun davarn, ha kalz a dud a deue eno d’e glevet o son ar vombard ; ha setu Yan deut mat d’an hostiz, dre ma chache dour d’ar vilin. Mes jistr an hostiz o veza trenk, an dud a nebeutaas ; an hostiz a yenaas ouz Yan hag a c’houlennas digant ar Bombarder arc’hant e voued hag e evach, pe e vije krouget.

— « Ma ! eme Yan, mont a rin d’ar groug neuze mar fell d’eoc’h, rag arc’hant n’am eus ket ; mes koulskoude eur gavaden am eus great : penôs lakât ar jistr trenk da zousaat. »

— « Dres ! eme an tavarnour, a zo mat evidon-me. Gwerz d’in da gavaden. Pegement e fell d’it kaout ? »

— « Pemp skoed war-ugent, pe netra. »

— « Emomp ebarz ; koulskoude ker eo. »

— « Ac’hanta, eme Yan, setu aman va c’havaden : red eo farda eur gorden blouz, hir ha stank ; troï anezi seiz gwech nao dro endro d’ar variken, ha div eur goude, an evach an trenka a deu da veza dous-mel. »



Hag int kerkent d’ar bern-plouz, da farda ar gorden vurzudus, an hostiz o sacha plouz diouz ar bern, Yan o kordenna dre ma tenne, hag o pellât bep an tammig. Ar Bombarder a zigouezas evel-se beteg an hent ; eno e kinnigas daou liard d’eur potrig evit troï ar gorden en e lec’h. Ar pôtr a droas, hag an hostiz a denne plouz diouz ar bern.

… Penôs ’ta ? Yan, tapet pemp skoed war-nugent gantan, a droc’has kuit en eur lavaret : « N’eo ket eun touel touella eun toueller. »

N’eo ket red lavaret e chommas trenk jistr an tavarnour. Heman avat a drenkas muioc’h-mui e spered outan, ken na droaz e dammig empenn e leaz kaouledek, pa welas e oa bet touzet gant Yan ar Bombarder.



Hag abaoue eo deut ar c’hiz dre ar Vro da lavaret eus eun hostiz, pa n’ez a ket mad an traou gantan en e stal : « Heman en deus tapet eur gouriz-plouz. »


————