Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/I. Lizer S. Paol d’an Thessalonied

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 390-395)



KENTA LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’an
THESSALONIED.


————
CHABISTR I.


PAOL, ha Silvan, ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied, en Doue an Tad, hag en Aotrou-Jesus-Christ. Gras ha peoc’h digant Doue, hon Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ.

(2) Renta a reomp bepred grasou da Zoue evidoc’h holl, oc’h ober memor ac’hanoc’h en hor pedennou ; (3) o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a oeuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerz euz hoc’h esperans,en hon Aotrou Jesus-Christ ; (4) oc’h anaoud, breudeur muia-karet gant Doue, ar choaz a zo bet great ac’hanoc’h. (5) Rag hon Aviel n’eo ket bet evidoc’h en komzou hep-ken, mes beza e oa ive galloud assambles ganthan, hag ar Spered-Santel, hag eun abondans vraz a breuvennou ; c’houi hoc’h-unan a oar penaos omp bet en em gomportet en ho touez, hag abalamour deoc’h.

(6) Hag ez oc’h bet henvel ouzomp-ni, hag ouz an Aotrou, dre m’oc’h euz recevet ar ger gant joa ar Spered-Santel, e-kreiz kalz a afflictionou ; (7) en hevelep doare ma’z oc’h deuet da veza skoueriou d’ar re holl ho deuz credet, er Macedonia hag en Akaia. (8) Rag, n’eo ket a-walc’h ma vez bet klevet ger an Aotrou euz ho pro er Macedonia hag en Akaia, mes ar feiz hoc’h euz en Doue a zo bet anavezet en pep leac’h, en hevelep doare n’hon euz ket ezom da gomz a gement-se. (9) Rag ho-unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit servicha an Doue beo ha gwirion, (10) hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a-douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


CHABISTR II.


RAG c’houi hoc’h-unan a oar, breudeur, penaos hon donedigez en ho touez n’eo ket bet difrouez ; (2) mes, petra-benag ma hor boa souffret araog, ha ma oamp bet tretet gant outraj, evel ma ouzoc’h, en Philippos, hon deuz kemeret hardiegez en hon Doue, da brezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz combajou braz. (3) Rag en hor c’helennadurez n’ez euz bet nag errol, na digarez impur, na tromplerez. (4) Mes, evel ma’z omp bet kavet dign gant Doue da veza fiziet enomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijoud d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv hor c’halonou. (5) Rag n’hon euz biskoas impliet, evel ma ouzoc’h, komzou da c’hounid grasou-mad an dud, na great netra dre avaristed ; Doue a zo test a gement-se. (6) Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e-touez ar re all ; petra-benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus-Christ, poueza gant otorite, (7) koulskoude, ez omp bet dous en ho touez. Evel ma teu eur vagerez tener da gemer sourci euz he bugale he-unan, (8) evel-se, leun a zourci evidoc’h, e karjemp beza roet deoc’h, n’e ket hep-ken Aviel Doue, mes ive hor buez hon-unan, abalamour ma hor boa evidoc’h eur garantez vraz. (9) Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz-deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue. (10) C’houi a zo test, ha Doue ive, peger santel ha pegen just, ha pegen direbech ez omp en em gomportet en ho touez-c’houi, pere a gred ; (11) ha gouzoud a rit ez omp bet evit pep hini ac’hanoc’h, evel eun tad evit he vugale ; (12) oc’h exhorti ac’hanoc’h, o rei deoc’h courac’h, hag o pedi stard ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign a Zoue, pehini a c’halv ac’hanoc’h d’he rouantelez ha d’he c’hloar.

(13) Abalamour da gement-man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h euz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h-c’houi pere a gred. (14) Rag c’houi, breudeur, a zo deuet da imita Ilizou Doue pere, er Jude, e zo er C’hrist Jesus ; ha gouzanvet hoc’h euz, a-berz tud ho pro, ar memeus traou evel an Ilizou-ze a-berz ar Judevien ; (15) pere ho deuz lakeat d’ar maro an Aotrou Jesus, hag ho frofeted ho-unan, hag ho deuz persecutet ac’hanomp, ha na blijont ket da Zoue, hag a zo adversourien d’an holl dud ; (16) pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel-se mui-ouz-mui ar muzul euz ho fec’hejou ; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement-se.

(17) Evidomp-ni, breudeur, o veza, abaoe eur pennad amzer, dispartiet ouzoc’h a gorf, mes nann a galon, hon euz bet seul-vui a c’hoant hag a brez d’ho kwelet a-nevez. (18) Dre-ze eo bet fellet deomp, d’in-me da vihana, Paol, mond d’ho pro eur vech ha zo-ken diou ; mes Satan hen deuz miret ouzomp kement-se. (19) Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar ? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus-Christ, deiz he zonedigez ? (20) Ia, c’houi eo hor gloar, hag hon levenez.


CHABISTR III.


DRE-ZE, o veza na hellemp gortoz pelloc’h, eo bet gwelloc’h ganeomp choum hon-unan en Athen, (2) hag hon euz kasset Timoteus, hor breur, ministr da Zoue, hag hor c’hen-labourer en Aviel ar C’hrist, evit ho krenvaad, hag hoc’h exhorti divarben ho feiz ; (3) evit na deuio den da goll courach en afflictionou-man ; rag c’houi a oar hoc’h-unan penaos ez omp destinet da gement-se. (4) Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaos e rankjemp kaoud afflictionou, ha kement-se a zo c’hoarvezet, her gouzoud a rit. (5) O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll. (6) Mes Timoteus, o veza distroet, a-nevez zo, euz ho pro d’hor c’havoud, hen deuz digasset deomp kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez, hag hen deuz lavaret deomp e talc’hec’h bepred eur sonj vad ac’hanomp, gant c’hoant vraz d’hor gwelet, evel ma teziromp-ni ive ho kwelet. (7) Dre-ze, breudeur, ez omp bet consolet dre ho feiz, en hon holl afflictionou hag en hon holl enkreziou. (8) Rag breman e vevomp, pa’z eo gwir e choumit stard en Aotrou. (9) Ha pebez actionou a c’hras na hellomp-ni ket renta da Zoue abalamour deoc’h, evit an holl joa hon euz enoc’h dirag hon Doue ! (10) Hen pedi a reomp calonec meurbed, noz-deiz, ma c’hellimp gwelet ho pisach ha peur-leunia ar pez a vank d’ho feiz.

(11) Ra zeuio Doue he-unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus-Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h. (12) Ha ra zeuio an Aotrou d’ho lakaad da greski er garantez ha d’he c’haoud enoc’h en abondans an eil e-kenver egile, hag e-kenver an holl, evel ma c’hoarvez ganeomp-ni en ho kenver ; (13) ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus-Christ gant he holl zent.


CHABISTR IV.


A-HEND-ALL, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h-mui. (2) Rag gouzoud a rit pe seurt gourc’hemenou hon euz roet deoc’h en hano an Aotrou Jesus ; (3) rag setu aman bolontez Doue : ma veot rentet santel, ha ma en em virot ouz al libertinach, (4) ma teuio pep hini ac’hanoc’h da c’houzoud derc’hel he gorf er zantelez hag en honestis ; (5) heb en em rei d’ar ioulou direiz, evel ar Jentiled, pere na anavezont ket Doue. (6) Diwallit na zeufe den da drompla he vreur, na da ober gaou ouz he nessa en afferou ; rag an Aotrou eo an hini a denn venjans euz an holl draou-ze, evel ma hon euz ive hen lavaret ha testeniet deoc’h dija. (7) Rag, Doue n’hen deuz ket hor galvet d’al louzdoni, mes d’ar zantelez. (8) Dre-ze ’ta, an hini a ra disprij var gement-man, n’e ket var eun den eo e ra disprij, mes var Doue, pehini hen deuz roet deoc’h ive he Spered-Santel. (9) Evit ar pez a zell ar garantez euz an eil breur e kenver egile, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h ; rag c’houi hoc’h-unan a zo bet desket gant Doue d’en em garoud an eil egile ; (10) ha kement-se a rit ive e-kenver an holl breudeur pere a zo en holl Vacedonia ; mes ho pidi a reomp, breudeur, da greski mui-ouz-mui, (11) ha da veza aketus da veva en peoc’h, da ober hoc’h afferou hoc’h-unan, ha da labourat gant ho taouarn hoc’h-unan, evel ma hon euz gourc’hemenet deoc’h ; (12) evit ma valeot gant honestis e-kenver ar re a-ziaveaz, ha ma n’ho pezo ezom a netra.

(13) Hogen, na fell ket d’in, va breudeur, e vec’h heb deskadurez divarben ar re a zo maro, evit na veot ket tristeet, evel an dud all, pere n’ho deuz ket a esperans. (14) Rag mar credomp ez eo Jesus maro, hag ez eo resussitet, credomp ive penaos Doue a zigasso adare, dre Jesus, ar re a zo maro, evit beza assambles ganthan. (15) Rag ni a lavar an dra-man deoc’h dre c’her an Aotrou, penaos ni, ar re veo pere a vezo choumet evit donedigez an Aotrou, ne vezimp ket araog ar re a zo maro ; (16) rag an Aotrou he-unan a ziskenno euz an env, pa vezo roet ar signal, gant mouez eun arc’h-eal, ha gant eun drompil a Zoue ; hag ar re varo er C’hrist a resussito da-genta ; (17) goude-ze, ni ar re veo pere a vezo choumet, a vezo savet assambles ganthe var goabrennou, da zialben an Aotrou, en ear, hag evel-se e vezimp da viken gant an Aotrou. (18) Dre-ze en em gonsolit an eil egile gant ar c’homzou-man.


CHABISTR V.


EVIT ar pez a zell an amzeriou hag ar momanchou, breudeur, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h. (2) Rag c’houi hoc’h-unan a oar ervad, penaos deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz. (3) Rag pa livirint : Peoc’h hag assurans ! neuze eun distruj subit a zeuio varnezhe, evel ar gouentrou gant ar vreg a zo brazez ; ha na echappint ket. (4) Mes evidoc’h-hu, breudeur, n’emoc’h ket en devalijen, evit ma teufe an deiz-ze varnoc’h evel eul laer, (5) rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz ; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen. (6) Rag-se na gouskomp ket evel ar re all, mes veillomp ha bezomp sobr. (7) Rag ar re a gousk, a gousk en noz ; hag ar re a zeu d’en em vezvi, hen gra en noz. (8) Mes ni pere a zo euz an deiz, bezomp sobr, o veza gwisket gant cuirassen ar feiz, hag ar garantez, ha gant tok-houarn an esperans euz ar zilvidigez. (9) Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus-Christ, pehini a zo bet marvet evidomp, (10) evit ma vevimp assambles ganthan, pe ni a vezo dihun, pe ni a vezo kousket. (11) Rag-se roit courach an eil d’egile, hag en em edifiit an eil egile, evel ma her grit ive.

(12) Hogen, ho pedi a reomp, breudeur, da gaoud respet evit ar re a labour en ho touez, hag a zo lakeat dreist-hoc’h hervez an Aotrou, hag a zo ouz ho kelen, (13) ha da gaoud ar brassa karantez evithe, abalamour d’ho labour. Bezit en peoc’h etrezoc’h. (14) Ho pedi a reomp, breudeur, gourdrouzit ar re a zo direiz, consolit ar re a zo dinerz a galon, harpit ar re febl, bezit leun a batianted e-kenver an holl. (15) Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk ; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e-kenver an holl.

(16) Bezit joaus bepred. (17) Pedit heb ehan. (18) Rentit grasou en pep tra ; rag kement-se eo bolontez Doue en Jesus-Christ en ho kenver. (19) Na vougit ket ar spered. (20) Na zisprijit ket ar profesiou. (21) Amprouvit an holl draou ; dalc’hit stard ar pez a zo mad. (22) En em virit euz a bep apparans a zrouk.

(23) Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he-unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus-Christ ! (24) An hini hen deuz ho kalvet, a zo fidel, hag ober a rai kement-se.

(25) Breudeur, pedit evidomp.

(26) Saludit an holl vreudeur gant eur pok santel. (27) Me ho ped stard dre an Aotrou, ma vezo lennet al lizer-man d’an holl vreudeur santel.

(28) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h ! Amen.


————