Sketla Segobrani vol2/Rann 42
« Setu aze penna pobladou am eus gweladennet, eme an den yaouank. Hogen n’hellan ket tevel war ar pez am eus gwelet, p’ edon o tistrei aman :
« Eur strollad enezennou eo e-kreiz ar mor er rann-ved hanternoz ma vevomp enni, hag, e-kenver penn-kreisteiz an enezennou-ze, eur gompezenn ec’hon. Daoust n’em boa ket treuzet ar mor-Bras a vevenn ar bed, e kavas d’in da genta ez oan digouezet gand inizi ar re Wenvidik. Rak enezennou am eus kavet eno, hag int henvel ouz ar re ac’h eus ken alïes taolennet d’in.
« Ha n’eo ket Likkoleuka an enezenn gaer-ze a vez dameuc’het ouz an tornaodou gwenn anezi bannou an heol[2] ?
« Evel eur gedour eman en he sounn er Reter a-zirag an enezennou all. Bep beure, pa zeu bannou an heol da skei ar rec’hier m’eman diazezet warno, e sav diouto eun hesonadenn doun ha leun a veurdez[3]. En eur dridal e kan an enezenn he meul a zevez-mat d’ar Rod.
« An enezenn bleunvet-holl a zo en a-drenv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi[4] ? Houman all, alaouret eus eun arvor d’egile gand an edegou, ha n’eo ket Itulanda[5] ? Aballomagos[6] am eus gwelet ; enni e sked dour an eienennou hag ar gouerennou evel arc’hant rik e-kreiz glasvez ar pradou, an avalenned hag an ivinenned[7]. Nes d’ezi Morividus[8], gwenn-holl dindan koabrennou arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur finvus ha skanv he gwez evl, haleg ha bezo. Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadou, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadou e-kreiz ar mor. En he diavaez, war an traezennou bevennet a eon-mor, e kerz bagadou kirvi[9] ; en he diabarz, e c’hourlamm an eog e-mesk deliou an haleg ; hag ar reunig, o tivora, a c’hourvez war al leton e disheol gwez he nevedenn-greiz[10].
« Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata[11] dre an dervennegou anezi uhel ha doun, ha Vindomagos[12] dre he c’hrenvlec’hiou gwenn gand ar vrezelourien henvel ouz doueed oc’h ober ged war ar mogeriou. Ar berlezenn a ro hec’h ano d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazoun he c’hrec’hiennou glas hag he hir-devennou golôet-holl a verc’hed bleo-rodellek. War ziouskoaz pep merc’h eur vantell vras, graet gant plunv ha marblunv elerc’h[13]. Kel lïes alarc’h a lavarfes, ker gwenn ha ker kaer ha ma ’z int ! Pa ziwiskont o mantell e weler neuze o sae, a zo henvel al lïesliviou anezi ouz ar re a vez o skedi, en eun devez-heol, en aezenn a sav a-ziwar al lammdouriou. Diaes lavarout pehini eo ar c’hoanta, pe ar sae sked-disked he liou a zo en o c’herc’hen, pe ar bleo melen seizhenvel a zo en o fenn.
« En distro hag ar pella war-du ar C’huz-heol, em eus gwelet Rouda ma ’z a di bep noz an heol da ziskuiza. Ruz-flamm an tornaodou maen kalet anezi, na baouez ket an tonnou-mor a skei gand o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn. War donenn c’hlas an enezenn-ze e weler eus a bell evel koabrennou aour en o gourvez difinv ha digemm. Koadou skao-gwrac’h[14] eo, a gredfen, o waskedi ec’hoazlec’h an heol[15].
« Beza a-walc’h e ve ar gompezenn vras er c’hreisteiz d’an enezennou-ze Magounia[16], annezlec’h an doueed. Eno e voen diskennet gand ar bir en eur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn. Daou grenn-baotr, o zreid en eur waz-dour, a oa eno o kuntuilh beler. Noaz an divrec’h hag an divesker anezo. En o c’herc’hen eun doneg verr lïesliou a dize o hanter-vorzed ; stardet ez oa en o dargreiz gand eur gouriz ler. En o fenn eur bleo liou-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eged ar gouzoug ; gant rodellou ar bleo-ze edo kuzet ouzin o dremm, daougrommet m’edont war an dour ma labourent ennan. Pa zeujont da zigromma e welis o dremmou. Kaer ez oant, ruspin ha her, enor hag eeunded o ene o skedi en o daoulagad glas.
« Pelloc’hik, eur frankizenn ec’hon leun a saout. En he c’hreiz eun ti bras, meur a di bihan en e dro evel m’eman he evnedigou en-dro d’eur yar. War an ti eur vat a dôenn soul nevez hag, e mogeriou anezan, eur gwiskad pri flour o luc’ha a veur a liou[17]. Diou blac’h yaouank gwisket e gwenn a zo deut emaez an ti. Mont en unan eus al logellou a rejont ha kemerout enni kelourniou, hag int da c’horo saout. Ha me war o lerc’h. Diaes, zoken er vro ma komzan, kavout merc’hed bravoc’h mentet ha kaeroc’h neuziet eged an diou-man. En o fenn o-diou eur bleo melen kaer o c’holei o diouskoaz hag o tivilha beteg o dioulez. Eur gouriz arem skedus, ledander d’ezan gant treuz an daouarn, o starda o dargreiz. Dudius o gwelout o labourat, dudius o c’hlevout o prezeg kenetrezo hag ouz o buoc’henned ; flour o mouez pa ganont ar ganaouenn-c’horo[18].
« Bet oun tre e-barz an ti bras. El lec’h-enor eur c’hadour-meur, e zaoulagad glas, neuz eur roue warnan. E-harz e dreid eun hordennad raoskl, stuc’hennou erer, eur sac’hig ler leun a vroudou saeziou arem gourdreinek, ha traezou all c’hoaz. Ar c’hadour a gemere ar raosklennou an eil war- lerc’h eben, o faoute, o askenne, o stuc’henne, o broudenne gant peb a vroudenn arem.
« War sav en e gichen eur vaouez kaer meurbet a welis, ma skede evel aour nevez-lufret ar bleo anezi plansonet en nao nac’hennad[19]. Edo gand eul loa hirdroadek o veska yod-kerc’h. Bez’ ez oa, ouspenn, war an tan eur gaoteriad kig hag eur beriad evnedigou o kraza ouz ar flamm[20].
« Seiz bugelig bleo-melen a welis war al leur-di. Edo eun eizvet gourvezet ouz ar voger. Nesaat outan am eus graet, ha dam-sevel ar c’hroc’hen louarn e c’holôe. O welout n’en doa nemed eun derzienig skanv, a oa o vont dioutan buan, n’em eus ket graet war e dro gand ar saez.
« Dont a reas neuze en-dro d’an ti an daou grennard o fakad beler ganto, ha, war o lerc’h peuz-kerkent, an diou blac’h. Ha setu an holl dïad gand o fred, an tad hag e vibien en eun tu d’an oaled, ar vamm hag he merc’hed en tu-all. Manet oun e-pad o merenn, bec’h ganen mont diouto.
— Ar gwad eo a save ennout e vouez, eme an doue. Nes d’it eo an tïad-se. An daou grenn-baotr ac’h eus gwelet o tastum beler eo da zaou vreur, Evos[21] ha Toutos[22], pemzek ha pevarzek vloaz a oad. An diou blac’h o c’horo saout eo Magala[23] ha Bodia[24], da ziou c’hoar, an nesa d’it dre an oad, p’o deus gwelet an eil hag eben c’houezek hanvez henvel ouz heman. Ar c’hadour-meur o stumma saeziou eo da dad Kintus, mab Aedoviros. Ar vaouez kaer a oa gantan eo da vamm, Kamula, merc’h Kamulos. Hag an eiz bugel war al leurdi da vreudeur ha da c’hoarezed yaouanka eo ez int !
- ↑ An hen-iwerzoneg dilem, pazenn-uhela an ano-doarea dil « dudius », a c’houlenn eur furm hen-gelttek *dilismos ; kenveria Molismos, ano-lec’h, breman Molesme, Bro-C'hall, D’Arbois, Eléments de Grammaire celtique, déclinaison, conjugaison, p. 119.
- ↑ Kenveria ar fundus Liccoleucus « gwenn-mein » gant Kelted an Itali, en IIvet kantved goude H. S., Rev. celt. 1890, p. 168. — Enezenn Rugen, gant he zornaodou kleiz gwenn o sevel, e lec’hiou-zo, betek da 130 metr uhelder, a ziskouezfe a-walc’h beza henvel ouz Likkoleuka ar skrid-man, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 810-3.
- ↑ Kenveria « the conspicuous stone from which arise a hundred strains » licc leur asa comerig cet ceul, Kuno Meyer, Imram Brain, p. 10-1. Ivez G. Le Bon, Premières civilisations de 1’Orient, p. 97 ha taolenn-skeudenn 5 (keurzelwen Memnon) ; Livingstone, Explorations dans 1’intérieur de l’Afrique australe, p. 154.
- ↑ « Tachenn an dour-mel » pe « tachenn ar mel ». Kent talvout da lavarout « dour-mel », medus a dalveze « mel ».
- ↑ E hen-vrezoneg itlann « douar-ed », J. Loth, Vocabul. v. br. p. 169.
- ↑ « Tachenn an avalenned ».
- ↑ Sellout Rev. arch. 1914, p. 211, not. 2.
- ↑ « Koad ar mor ».
- ↑ Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 184.
- ↑ Hen-geltieg medionemeton, Dottin, Manuel, IIvet mouladur, pp. 115, 434.
- ↑ Kenveria an iwerzoneg diada « doueel ».
- ↑ « An dachenn wenn », « ar Gwennva ».
- ↑ Gwiadou a blunv-evned en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 447 ; II, pp. 30, 406 ; W. Stokes, the Colloquy of the two Sages, p. 13 ; V. Tourneur, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7, not. 5. Diwar-benn gwiadou plunv Indianed ar Meksik hag an doare m’en em gemerent evid o sevel, Dellenbaugh, The North-Americans of yesterday (New-York, 1901, pp. 134-8, skeudenn).
- ↑ Skao-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezan en diskar-amzer eul liou melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135. — Tornaodou maen-krag ruz, Reclus, III, p. 737.
- ↑ Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 423, not. 3.
- ↑ War an ano-ze, sellout Rev. celt. VI, p. 267-8.
- ↑ Tacitus, Germania.
- ↑ Diwar-benn kanaouennou-goro an Iwerzoniadezed, sellout ouz Joyce, I, p. 591.
- ↑ Kenveria D’Arbois, Epopée celtique, p. 425.
- ↑ Montelius, Temps préhistoriques, p. 245 (eur pennad diwar ar Rigsmal).
- ↑ Kenveria an iwerzoneg eo « mat ».
- ↑ « Krenv », D’Arbois, Et. gram. sur les langues celtiques, p. 30-1*.
- ↑ « Bras ». Diwar-benn an ano-doarea magalos hag ar roudenn anezan er yezou nevez-keltiek sellout ouz D’Arbois, Et. gram. pp. 2-4*, 13-5*.
- ↑ Iwerzoneg buide « melegan ».