Roland floc’hig e dad

Eus Wikimammenn
 
Mont da : merdeiñ, klask
◄   An ti-meur e kichen ar mor Ar Baleer-bro kuriuzet   ►


VI


ROLAND FLOC’HIG E DAD


――――


I


Eun deiz an impalaer Charlez
Gant pennou bras e roantelez
En e gaer-veur a oa ous taul,
An delenourien en o roll.
Ne vanke d’e kig gouez na pesk,
Kufere, gwin kos na jist fresk ;
Er zal e luc’he a bep tu
Aour hag arc’hant, mein glas ha ru.



— Petra vern d’iñ sort tammig skleur ?
Eme neuze ar roue-meur.
Kaera maen a zo bet biskoas,
Hennes ’ma ken amañ, sioas !
Ar mæn-ze, sklaer ’vel an heol splann,
Zo laeret d’iñ, ha pell ac’hann
En koad Ardenn ema douget
Gant eur ronfl gouez e kreiz e skoet ! —

An dug Emon, Richard ar c’hont,
Turpin, an arc’heskob dispont,
Nem, pen a Vreiz, Garin, Milon,
Gwir vrezelourien a galon,
Ar re-ze, ’dal m’o deus klevet,
Pelloc’h ous taul ne zalc’hont ket :
— Sterniet d’imp hon c’hezek kerkent,
Ha prim hon dir, ma ’z imp en hent ! —



Ar pautrig Roland a lare
D’e dad Milon, eno neuze :
— Ma zadig kæz, mar em c’haret,
Da vonet ganec’h em lezfet.
Ha pa ven re yaouankik c’hoas
D’en em ganna ous ar pautr bras,
Goest on da zougen ho skoed dir,
Na petra ’ta, hag ho koaf hir ! —


II


Ar c’houec’h marc’heg a yeas kevret
Ken e oent er c’hoad digouezet ;
Hogen er c’hoad pa oent arru,
Mont eure pepini d’e du.

Rolandig war varc’h gant e dad,
Eur c’hoari gaer d’ezañ, avad,
Derc’hel ’n e zorn kleiz ar skoed dir
Ha bransell en all ar goaf hir.

Da luc’h an heol, da sked al loar
Ec’h ejont tre, an dud dispar ;
Red eo ve ar ramps goall-guzet :
Evit e glask n’ her c’havjont ket.
An drivet deiz, wardro kreiste,
Milon zo deut skwis o vale,
Ha da gousket e c’hourvezas
Didan goasked eun derwen vras.

Neuze ar pautr Roland a wel
Tan ha luc’hed o flamma, pell ;



Ma tec’he dirazo timad
Yourc’hed ha kirvi eus ar c’hoad ;
Ar pautr Roland en deus gwelet
’Teue al luc’h-ze dioc’h eur skoet,
Skoed eun den bras a ziskenne
Euzus, divent, gant ar mene.

Ma teuas-heñ da brederiañ :
— Ne dal ket kaout aon, emezañ.
Arabad ’vit ar c’hos loen-ma
Tenn ma zad eus e hun gwella :
Mar deo kousket kouls ha nikun,
E varc’h hag e skoed zo dihun,
Kouls hag e c’hoaf hag e gleze ;
E vab Roland a zo ive ! —



’Oa ket peurlavaret e c’hir,
P’en deveus kroget er goaf hir,
Staget ar c’hlenv ous e vorzed,
Ha skoed e dad buhan taped ;
Hag heñ lammout war ar marc’h mad
Ha mont goustadik dious ar c’hoad :
E galon a bike gant aon…
Na zihunfe e dad Milon.

Pa oa o tont gant ar mene,
Ar ramps o c’hoerzin a lare :
— Petra fell d’ar seurt babig, ’ta,
Pintet war ar pikol loen-ma ?


ROLAND FLOC’HIG E DAD


Diou wech hiroc’h e gleoñ ’vitañ ;
Pouez e c’hoaf ’ya d’hen divarc’hañ ;
Fent ’n e ’n evned ous e welet
Chouezi, c’houeza gant bec’h e skoet !

— Hore ! hore ! ’me ’r pautr iskwit,
Me dalvo ar c’homziou-mañ d’it !
Mar deo ledan ma zirenn-me,
Ma diwall ’rai gwelloc’h aze :
An denig-ma war e varc’h bras
’Zisko d’it hag heñ zo eur goas ;
Gant e hir-gleze, e vrec’h verr
’Zisko d’it hag hi zo ponner ! —

Ar ronf euzik, dal ma klevas,
’N eus gorroet e oall benbas ;
Fraonwal spontus ’ ra ’n aer, pa zarc’h…
Roland a dro buhan e varc’h



Ken n’ema ket gantañ tizet,
Hag e c’hoaf d’ezañ ’n eus stlapet.
Sioas ! ar goaf endro a lam
Diwar ar skoed lugernus flam !

Roland gant e zaou zorn neuze
A grogas-peg en e gleze ;
Ar ronfl e hini ’n eus klasket,
’Met prim aoalc’h ne reas ket :
Gant ar pautrig eo troc’het ned
E zorn kleiz d’añ dindan e skoed ;
E zorn kleiz d’añ dindan e skoed,
Ma kouezont d’an douar kevred.

Hennes a oa d’ar ronfl eur c’holl,
E zorn hag e skoed war eun taul !
Ha c’hoas, e ziouer ar goasañ,
Ar maen ’roe lorc’h ha nerz d’añ !



Prim war e lerc’h eo bet lammet ;
’Met Roland ’n eus-hañ goall-flemmet
Tenn e c’hlin, gant e gleze bras,
Hag a-stok e gorf e kouezas.

Ar pautr ’n e vleo en deus kroget
Hag e benn d’añ en deus troc’het,
Ma redas ur voaz goad, dioustu
Beteg an draonien, ruz ha dru ;
Dioc’h kreizen ar skoed burzudus
E tennas ar maen talvoudus
Hag ous an heol, en eur c’hoari,
Hen lakas da steredenni.

En e askre her c’huzas flour,
Ha mont da oalc’hi ’n eur voaz dour



E harnez lufr hag e zilhad
’Oa bet sautret gant poultr ha goad ;
Ha war e varc’h arre en hent
Ken a oa deut lec’h ma oa kent,
Lec’h oa e dad c’hoas kousket c’houek
Etal eun derwen vodennek.

Kichen e dad ’c’hourvez buhan,
O vezañ skwis-bras e-unan ;
Pa deuas an abardaez yen,
E dad Milon a zihun krenn :
— War-zav, Roland ; ma mab, war-zaf !
Kemer ma skoed, kemer ma goaf,
Ha lezomp an hun flourik-flour,
Da glask doare hon enebour ! —


Ha lammout war ar marc’h, o daou,
Ha ’rauk, adreus ar c’hoad, kroec’h-traou.
Mont ’rae Roland warlerc’h e dad,
Gantañ e skoed hag e c’hoaf mad.
Prestik goude ez int digouet
Lec’h en doa ’r pautr en em gannet ;
Edo ar ronfl war an dachen,
Goad en dro d’ezañ ’vel eul lenn.

Ar pautr Roland pa hen gwelas
A oe gantañ souezet-bras :
E zorn kleiz eno na oa ket,
Nag e benn, ’n oa d’ezañ troc’het,
Nag e grenn-vas, nag e gleze,
E skoed, nag e harnez ive ;


Ne vane ’met e gorf spontus
Hag e izili bras goadus.

— ’Chann ’ta, eme Milon kerkent,
Sell aze pautr e gorf divent !
Pegen nerzus e oa ’n derwen
He deus lezet eur c’hef ’velhen !
M’oar ’vad eo ’r ronfl am boa klasket ;
Ma Doue, ha me oa kousket,
O koll ’n enor da vezañ trec’h !
Keit e vin bev, em bezo nec’h ! —


III

Laret ’rae ’n impalaer Charlez
War dreuz e zor, gant kals enkrez :
— Daoust hag eo yac’h ma zud dispont ?
Goall-bell e kav d’iñ e chomont…


Piv eo henhont a welañ-me ?
Ma feiz roue, piou a vefe
’Met an dug Emon, gwisket dir,
Ha penn ar ronfl ’beg e c’hoaf hir ? —

Emon a zeuas, ankeniet ;
O stouï e c’hoaf, ’n eus laket
Penn ar ronfl ous treid ar roue.
— Me ’m eus kavet ar goall benn-ze
Sautret gant poultr ha ruz dre voad
E mesk ar strouez, e kreiz ar c’hoad ;
Kant kammed pelloc’h, korf an den
A oa ledet war ar c’hlazen. —

Goudeze ’n arc’heskob Turpin
En deus kaset, o vouzc’hoerzin,


Eur vaneg-houarn, a dennas
Anezi eun dorn teo ha bras :
— Setu relegou kaer, avat,
A zo aet ganiñ dious ar c’hoat ;
Dious ar c’hoad ; lec’h ’m eus o c’havet ;
O zroc’het, ne lavarañ ket. —

An dug Nem neuze a zeuas,
Gantañ ’n e zorn eur pez penbas.
— Honnes eo ma c’havaden vrao,
Ponner ken oñ skwis, m’en ansao.
Eur voutailhad jist bro Breton
A rafe mil vad d’am c’halon ;
Jist bro Breton, eur voutailhad,
A rafe d’am c’halon mil vad ! —



Edo ’r c’hont Richard o kerzet
Kichen e varc’h, ’pa goall-garget
Gant gwiskamant dir ar pautr bras,
E harnez hag e gleze noas.
— Neb a glasko er c’hoad, ’mezañ,
’Gavo peziou all ’vel re-mañ :
Sonjet em eus oa ze traoarc’h,
Gant aon am oa krewi va marc’h ! —

Garin a weler deus a-bell
’Tougen skoed ar ronfl en uc’hel.
— Hemañ zo trec’h, en deus ar skoed,
Digas a rey ar maen bruded !
— Ar skoed zo ganiñ, autronez,
Me garfe kaout ar maen ivez ;
’Met p’ am eus kavet ar skoed-mañ,
Oa bet diframmet dïoutañ. —



An diweza e oe Milon,
Eur gwir glac’har en e galon,
Souchet e ben gantañ tristik,
O tont war e varc’h, goustadik.
Roland a oa warlerc’h e dad ;
Eun doare vrao gantañ, avad,
’Tougen ’n e zorn deou ar goaf hir
Hag en hini kleiz ar skoed dir.

Pa oant tostik deus ar palez
M’edo ’n impalaer hag e lez,
Ar pautr a denn dioc’h skoed e dad
Ar pez oa e kreiz d’her c’haerad
Hag a lak ar maen lugernus
’N oa bet digant ar ronfl euzus ;
Eul luc’h ken kaer en deus taulet
Evel an heol benniget.


Ha ’dal ma welas ar maen flam,
Ar roue laras gant estlam :
— Gloar da Vilon ! gloar ha trionfl !
Hennes eo gwir trec’her ar ronfl !
Hennes an hini a droc’has
E benn hag e zorn d’al laer bras,
Hennes en deus diwar e skoed
Va maen burzudus diframmed ! —

Milon a zistroas buhan ;
Ha souezet gant al luc’h splann :
— Roland, va mab, kleo ’ta, pautrig,
Piv ’roas d’it ar seurt braoig ?



— En han’ Doue, na dæret ket
Ma ’m eus ar pikol den lazet,
Lazet ar pikol den er c’hoad
Epad ma oac’h kousket, ma zad ! —

Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu