Potred An Oriant

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 278-280)



POTRED AN ORIANT
____


gwez kenta.


   Diwar ma scaon, en toul ma dor,
Me ’wel ma dousic war ar mor ;

   Me wel ma dous, me wel ma c’hoant,
Me ’wel ma hol gontantamant !.....

   Martoloded ann Oriant
A zo meurbed pôtred friand ;

   Met n’ho deus ket calz a enor,
Laeres plac’hed euz toul ho dor.

   Laeret ho deus ma dousic coant,
Da gass ganthê ’n ho batimant !

   Ma dousic iaouanc a oele,
Na gafe den hi c’honzolje,

   Na gafe den hi c’honzolje ;
Nemert ar c’habitenn a rè.

   — « Tawet, merc’hic, na oélet ket !
Wit ho puhe na golfet ket ;

   Wit ho puhe na golfet ket,
Hoc’h enor c’hoaz na lâran ket.

   Euz ar memeuz tôl a goanfomp,
Er memeuz guele a gousqfomp.

   Ar plac’h iaouanc neuze laras
D’ar c’habitenn ’vel m’hen clewas :

   — « Gwell eo ganin cant gwech merwel,
Hac en creiz ar mor em deurel ;

   Hac em deurel en creiz ar mor,
Kentoc’h ewit coll ma enor!

   Kentoc’h ewit coll ma enor
A zo zûr ar gwella tenzor !

   Rac ann enor, pa ve collet,
Ewit hen clasq n’hen cafer ket,


   Nann, n’hen cafer ket er marc’had,
Da brenan zac’had ha zac’had !

   Caër ’zo hen clasq, n’hen cafer ket
Da brena en neb lec’h er bed. »

   Ar c’habitenn a lavare
D’he vartoloded en de-se :

   — « Casset ar plac’hic-man d’ar gêr,
Rac me na on ket eur preizer ;

   Eur preizer biscoaz na on bet,
Ha na vin bikenn, me a gred ! »

____________