Penherès Kernenon

Eus Wikimammenn
1890  (Levrenn I, p. 184-186)



PENNHERÈS KERNENON.
____


   Selaouet hol hac a clewfet
   Eur son ’zo newez gomposet ;
   Eur sonic newez gomposet,
   Da zaou den iaouanc ez eo gret.
      An aotrou Rozar a c’houlenne
         Dirizon la rie !
   En Kernenon pa ’z arrue :
   Dirizon la rière lon la dirizon !

   — Demad ha joa bars an ti-ma,
Ar bennherès pelec’h ema ?

   — Ema duze en bord ar ster
O titiran he lienn sclezr.

   — Pennherezic d’in-me laret
Pelec’h eo et ho tomestiked ?

   — Et int d’gass ann oc’henn d’ann dour,
Aotro Rozar, et d’ho zicour.

   — N’eo ket ewit douran oc’hon
On deut hirio da Gernenon ;

   Nemed ewit ober al lez,
Mar oc’h-c’hui contant, pennheres.

   — Aotro Rozar, d’in-me laret
War ho troad oc’h deut d’am gwelet ?

   N’eus ket a gezec en ti ho tad,
P’oc’h deut d’am gwelet war ho troad ?

   — Pennherezic, goapad a ret,
En ti ma zad-me so kezec :

   Me am eus eun incane gwenn
Hac eur brid arc’hant en he benn,

   Alaouret cornio he diou lez,
’So mad d’ho tougenn, Pennheres.

   — N’eo ket war eun incane gwenn
’Ven-me douget d’ann oferenn,


   ’N eur c’harreos alaouret hec’h an,
Peder rod arc’hant dindan-han.

   — Pennherezic, glorusès oc’h,
Comz a ra ann dut ac’hanoc’h ;

   — Penaos comzfer ac’hanon-me
Perc’henn pemp mill scoed a leuve ?

   — Pennherezic, d’in-me laret,
Pe seurt leuve eo a douchet ?

   — Eur boezell gwiniz, mil ha seiz,
A douch ma zad a Venez-Breiz,

   Hac eur maout bemdez a Leon
Ha na eus buguel nemed-on ;

   Na eus pennheres er vro-me
A varcho eur paz araoc-on-me ;

   Nemed hinin ar Gerdadraou,
Mar gra eur paz, na raï ket daou ;

   Ha mar march daou, na reï ket tri,
Rac me varcho kerkent hac hi ;

   Ha ma march tri, na reï ket pewar,
Rac carget eo d’ez-hi ho faner ;

   Carget eo d’ez-hi he faner
Control da hinin eur merser :

   Ar merser a zoug war he chouc,
Ar bennheres a zoug araoc.

   Eur païsant diwar er meas
A neus sammet [1] ar bennheres.


Canet gant Mie Ale An Noan-Duault.

______________
  1. Var : tromplet.