Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

muia-karet ! » Hag ar vrezelourien ha kêriz ha tec’hout mar gouient, oc’h en em skigna a bep tu.

Ha mont Esus d’ar c’harc’har-maen m’oa bac’het ar ouestlidi. Troad houarn e vouc’hal a stokas ouz an nor anezan ha kerkent e strakas an nor a dammou [1]. An holl ouestlidi a oa dalc’het eno a zeuas er-maez, en o fenn Maponos, mab Matrona, ha mont pep-hini daved e vro hag e bobl. Hogen, kent kimiadi, e lavarjont da Esus ha da Gernunnos penaos ez oa marvet Kantamos dre stign rouanez ar C’hornog goude da houman genel d’ezan eur verc’h, Alaba.


Dasorc’hidigez ar bugel Donnotarvos.


Distremen kêr hag an emgannlec’h a eure Esus ha Kernunnos hep ma kredas nikun sevel outo war o hent pe en em ziskouez a-bell zoken dirag o daoulagad. Hag i mont er maeziou a skôe d’ar mor da logig ar vaouez koz, e-kreiz ar c’hoadig-dero, kistin ha skao-gwrac’h. Mont e-barz a reas Esus, kemerout al lestr m’en doa lakaet relegou ar bugel, o zenna er-maez, skarza diouto an holen, o astenn war e vantell ouz o renkan reiz-mat en o lec’h rekis. Skigna a reas warno an tri-c’hant ha pevar-ugent louzaouenn-hud yec’hedus [2] he doa kutuilhet Alaba, hervez al lid, derc’hent deiz ar goursao-heol, hag, adpleget e vantell war o gorre, e rannas geriou galloudek. Dre galloud ar geriou ha nerz al louzaouennou, ec’h adteuas c’houez ha gor ar vuhez en holl zismantrou-ze ; an drailhennou kig, ar pennadou nervennou, an tammou kigennou, ar skiriennou askorn o tont da genstrolla an eil ouz egile. Ma adstagas ar galon da lammat hag ar gwad da redek er gwazied. Neuze e lamas Esus ar vantell ha setu ar bugel advevet o tigeri e zaoulagad hag o para e sell ouz e sell-hen.

« Hir ha kalet eo bet da hun, paotrig, » eme Esus.

Hag hen kregi ennan hag e rei da Alaba. Houman e bakas

  1. Boaz ar vouc’hal, n’oa ket bet meneget betek-hen e roll armou Esus, a zo da evezia. Kenveria Frazer, op. cit., I, p. 127.
  2. Kenveria Loth, l’Année celtique, p. 7 ; D’Arbois, Epopée celtique, p. 412.