Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
I LEVR. — XVII KENTEL.

ez oc’h ker kizidik ; dre garantez ouz hoc’h hoc’h-unan eo e teuit da veza dieaz ha diskredik. Troit ho taoulagad war-n-hoc’h hoc’h-unan, ha gwelit hag ar re all n’ho deuz netra da c’houzanv gan-e-hoc’h ? Neb en deuz doujans Doue a oar gouzanv sioul, o veza ma oar petra dal hen he-unan. Neb a wel, enn eur vouela, ez eo bresk he-unan, hen-nez ne d-eo ket divarc’het buhan gant faziou ar re all ; gouzout a ra ne d-omp ket evit dioueret skoazel hag e tleomp dre-ze beza madelezuz ha trugarezuz e-kenver ar re all. Didamall a ra ann holl, truez en deuz out-ho ha karet a ra ober trugarez d’ezho. Oc’h ober evel-se e vev bepred e peoc’h hag e karantez he nesa.




SEITEKVED KENTEL.


War ar vuez enn eur manac’h-ti.


1. — Red eo e oufac’h en em drec’hi hoc’h-unan e meur a dra, mar fell d’e-hoc’h beva e peoc’h hag e karantez gant ar re all. Ne d-eo ket eaz beva enn eunn abati pe beza enn eur vreuriez hep rei d’ar re a vev eno eunn abek-bennag da glemm diwar ho penn ; ne d-eo ket eaz