Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/602

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
590
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a ran e Jesus-Christ, e Vab unic, ur memes Doue gantan, ker santel, ker braz, ker galloudec, eternel eveldan.

Credi a ran eo deuet ar Mab unic-se er bed gant ur c’horf ac un ene evel domp, ac abalamour d’eomp, ac en deus gouzavet poan, eo marvet, eo ressuscitet eus a varo da veo, eo pignet en Ee, ac e tiskenno ac’hano da fin ar bed da varn ar re veo ac ar re varo.

Credi a ran er Spered-Santel, a zo Doue evel an Tad ac ar Mab, a deu eus an Tad ac eus ar Mab, en deus ar memes gloar ganto, a ro ar vuez d’an Eneou ac ar sclerijen d’ar Brofeted.

Credi a ran an Iliz santel, catholic, apostolic, a zo ar Penn anizi e Rom : credi a ran e deus ar c’halloud da effaci ar pec’hejou dre ar vadiziant ac ar zacramanchou all ; ac e c’hortozan resurrection ar re varo ac eürusdet ar bed all. Amen.


AN OFFERTOUER.


Va Doue, ne d-oun ket dign da dostat ouzoc’h, evit offri d’eoc’h ar zacrifis. Hen offri a ran d’eoc’h a-unan gant ar beleg, erve bolontez Jesus-Christ pa instituas ar zacrifis santel-man, ac ervez ar volontez en d-eus brema o tont evidoun var an aoter.

Offri a ran d’eoc’h, va Doue, an oferenn-ma, evit discuez e anavan ar guir hoc’h