Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/484

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
472
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

peger berr eo ann amzer a gemerann-me evit en em lakaat e doare vad da goumunia, evel ma’z eo dleet ! Dibaot eo e ve va spered troet holl war-zu enn-hoc’h ; ne d-eo ket dibaot avad e ve distroet diouz-hoc’h.

Eunn dra eo hag a zo gwir : pa vez ann dira-z-hoc’h-hu, o va Doue ker mad, ne dlefe dont em spered tra louz na tra krouet e-bed ; rak ne d-eo ket eunn Eal hep-ken, Aotrou ann Elez eo a dleann digemeret em c’haloun.

6. — Kalz a gemm a zo etre arc’h Doue hag etre ar pez a ioa enn-hi, etre ho korf glann-meurbed hag etre he holl c’hrasou ne oufed lavaret peger braz int. Kemm braz a zo etre ar zakrifisou euz al Lezen goz, ne oant neraet eur skeud euz ar sakrifisou da zont, hag etre ar gwir hostiv euz ho korf sakr en deuz torret ann holl zakrifisou euz al Lezen goz.

7. — Perak ’ta n’ounn-me ket birvidikoc’h eget ne d-ounn dira-z-hoc’h, o va Doue, a zo red da enori ? Perak n’en em lakaann-me ket a du vad gant muioc’h a aked evit kaout va lod euz