Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/436

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
424
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

vezinn divroad wor ann douar ! Bet ounn e-mesk ar re a ioa o choum e Sedar, ha va ene a ioa divroad enn ho zouez.




PEDERVET KENTEL HAG HANTER-KANT.


Diwar-benn ar pez a ra ar c’hras ha diwar-benn atizou hor c’haloun.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, likit hoc’h holl boan evit dont da anaout atizou ho kaloun dioc’h aliou ar c’hras ; rak evit-ho da veza dishevel-kaer, koulskoude ez eo diez a-wechou anaout ar re-man dioc’h ar re all, nemet spered ann den a ve sklereet gant Doue. Ann dud holl a glask ar mad, hag e kement tra a reont hag a leveront, e fell d’ezho ober eur mad-bennag ; rak-se kalz anezho a fazi, o veza ma kredont e reont mad.

2. — Kaloun ann den a zo troidellou e-leiz enn-hi ; touella a ra, gounid a ra kalz a dud, lakaat a ra anezho da fazia ha ne glask e pep tra nemet he mad he-unan. Ar c’hras avad a zo frank hag eeun ; te-