Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
409
III LEVR. — L KENTEL.

va c’has war gresk er mad ; gouzout a rit ive peger mad eo ann enkresiou evit lemel mergl ann techou fall a zo krog em ene.

Grit ac’hanoun ar pez a gerrot hag hervez ma kavo d’e-hoc’h e vezo ar gwella ; n’am dilezit ket enn abek d’am buez n’euz anezhi nemet pec’hejou ; enn abek d’am buez a zo anavezet gan-e-hoc’h gwelloc’h ha sklearoc’h evit gant den all e-bed.

7. — Grit d’in ar c’hras, o va Doue, mac’h anavezinn kement a zo red a oufenn, ma karinn kement a zo red da garet, ma talc’hinn stad euz ar pez a zo talvoudek dira-z-hoc’h, ha ma tisprizinn ar pez a zo louz dirag ho taoulagad.

Mirit ouz-in da brizout ann traou dioc’h ho gwelet, mirit na lavarfenn petra int, goude klevet komziou goullo ann dud ; grit mac’h anavezinn traou ann douar dioc’h traou ann env, enn eur zellet out-ho gant skiant ha furnez ; grit ma klaskinn bepred ha dreist pep tra ober ar pez a blij d’e-hoc’h.

8. — Ann dud a fazi aliez, o veza ma pouezont ann traou hervez ho skianchou