Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

lennet ouz-hoc’h petra ho pezo desket ; goulennet e vezo petra ho pezo great. N’euz gwiziegez e-bed e-kreiz ann ifern, war-zu enn-han e kerzit buhan. Paouezit eta eul labour ne dal netra.

Piou-bennag oc’h, gouezit ervad hoc’h euz, siouaz d’e-hoc’h, poaniet da zevel ar wezen a daol ar frouez a varo. List ar wiziegez a zigas stambouc’h ar galoun, list ar wiziegez a ra d’ann den en em c’houeza. En em roit holl da gaout ar wiziegez a ra d’ar galoun beza izel ha santel ; en em roit holl da gaout ar garantez a ro skouer vad. Deskit en em izelaat, anavezit ne d-oc’h netra, netra nemet breinadurez. Neuze e teuio Doue d’ho kavout, digas a rai he sklerijen d’e-hoc’h, diski a rai d’e-hoc’h, e diabarz ho kaloun, ar wiziegez santel-ze diwar-benn e lavare Jezuz-Krist : Ho meuli a rann, va Zad, Aotrou ann env hag ann douar, o veza m’hoc’h euz kuzet ann traou-ze oc’h ar re fur hag o veza m’hoc’h euz diskleriet anezho d’ar re vihan.




PEDERVED KENTEL HA DAOU-UGENT.


Arabad eo d’ann den en em luzia gant traou ar bed.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, mad e ve ne oufac’h ket petra eo meur a dra