Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312.
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

arabad eo ez afe drouk enn-hoc’h nag e teufac’h d’en em zigalounekaat, o veza ma hellann buhan rei skoaz d’e-hoc’h ha trei ho peac’h-enkrez enn eul levenez vraz. Enn eur ober evel-se eun ho kenver, me zo leal ha gwirion, ha va meuli a dleit.

Ma vec’h fur ha ma wellfac’h pep tra hervez ar wirionez, ne vec’h morse ken ankeniet ha ma’z oc’h, pa c’hoarvez eur boan-bennag gan-e-hoc’h. Kentoc’h e tlefac’h en em laouenaat enn eur drugarekaat ac’hanoun ; oc’h-penn zo, ne dlefac’h en em laouenaat nemet pa zigasann poaniou d’e-hoc’h hep kaout truez ouz-hoc’h.

Evel ma’z ounn bet karet gant va Zad, me ive a gar ac’hanoc’h. Setu am euz lavaret d’am diskibien ker ; koulskoude n’am euz ket kaset anezho dre ar bed da gaout dudiou ar vuez-man ; ho c’haset em euz evit stourm kalet. N’am euz ket kaset anezho da gaout enoriou ; da c’houzanv pep dismegans eo. N’am euz ket kaset anezho da veza vak war-n-ezho ; da labourat eo. Ne d-eo ket evit ehana eo em euz ho