Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
III LEVR. — XXII GENTEL.

n-oun, skuillit glizen ann env em c’haloun, likit dour ar feiz da redek evit doura ar bed hag he lakaat da rei frouez mad, frouez euz ar re wella.

Roit nerz d’am ene a zo gwasket gant beac’h va fec’hejou, grit na c’hoantainn tra all e-bed nemet traou ann env ; grit m’am bezo glac’har pa droio va spered oc’h traou ann douar, goude beza bet ann dudiou a zo enn euruzded a bado da viken.

8. — Tennit ac’hanoun war-zu enn-hoc’h, pellait ac’hanoun dioc’h kement frealzidigez ar bed kollidik-man, rak kement tra a zo krouet n’int ket evit rei d’am c’haloun peoc’h ha frealzidigez a-walc’h.

Stagit ac’hanoun ouz-hoc’h gant liammou ar garantez a bado da viken, rak c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’ann hini ho kar, hag hep-z-hoc’h ann holl draou ne d-int netra.


EVIT HOR C’HELENN.


Profeded zo e bro Israel hag a lavar d’ar bobl e Jeruzalem e vezo gwelet ar peoc’h o tont ; evelato n’euz peoc’h e-bed,