Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
III LEVR. — III KENTEL.

eget na oufenn, eget na gredfenn her lavaret.

Daoust da ze, va Doue, ho pezet sonj ne d-ouon netra, n’am euz netra, ne hellann netra ac’hanoun va-unan. C’houi hep-ken a zo mad, c’houi hep-ken a zo leal ha glann, c’houi hep-ken a zo santel. C’houi a hell pep tra, c’houi a ro pep tra, c’houi a zo e pep tra hep kemm na ment, n’euz nemet ar pec’her a lezit goullo he ene. Ho pezet sonj euz ho madelesiou, Aotrou Doue, ha kargit va c’haloun euz ho kras, pa ne fell ket d’e-hoc’h e ve goullo netra euz ar pez hoc’h euz great.

7. — Er vuez reuzeudik-man, penaoz ec’h hallfenn-me en em c’houzanv va-unan, ma ne venn kreveet gant ho kararantez ha gant ho kras ? Na zistroit ket ho taoulagad diwar-n-oun, deut d’am gwelet hep dale pelloc’h, na lamit ket Ho frealzidigez digan-en, gant aoun na ve va ene dira-z-hoc’h evel ann douar dizec’h.

O va Doue, diskit ac’hanoun da ober evel a fell d’hoc’h, diskit ac’hanoun da gomz diraz-hoc’h, evel ma’z eo dleet