Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

28
AR MARVAILLER BREZOUNEK

lavaret d′ezhi e tlie sevel ha maga anezho evel he bugale he-unan.

Ar c′hrek-man, kaloun eur vamm enn he c′hreiz, a lavaraz d′e han e vije great evel ma kare, ha dioc′h-tu e walc′haz hag e wiskaz anezho, gwella ma c′hellaz.

Ann tri vreur-man, dre aked ho zad hag ho mamm mager, a zavaz a-zeiz da-zeiz enn-dro d′ar vilin, ker koant ha ker kaer ha teir wezennik haleg hed ann dour. Dre ma kreskeat ez eant da c′hoari e-touez ar vugale all a rea anezho Gwarek, Gwaff ha Kleze, hervez hano ar merkou a ioa war skoaz deou pep-hini anezho hag ann armou a ioa bet kavet enn ho c′hichenn.

Eunn dervez e-pad ma′z edont a-zevri gant-hi, o c′hoari ar gornigell, e savaz kroz etre Gwarek ha map hena ar miliner. He-man, drouk enn-han, a lavaraz : — Te n′oud ket breur d′in, na Gwaff na Kleze ken-nebeud, ha va zad ha va mamm n′int ket ivez tad, na mamm d′e-hoc′h ; n′ho deuz great nemet ho maga.

Ann tri vreur, pa glevchont ann dra-ze, a ieaz ac′hano dioc′h-tu da gaout ar vilinerez da lavaret d′ezhi petra ho doa klevet. Hou-man, evit ho la­kaat da zont war ho zu, a lavaraz d′ezho ez oa gaou ho doa klevet, ez oa hi ho mamm hag ar miliner ho zad. Evelato, kaer e devoe, ne c′hellaz biskoaz diwar neuze lakaat anezho da gredi ez oant bet ganet er vilin e-touez ar vugale all, hag oc′h-penn n′oant hevel tamm e-bed out-ho. Diwar neuze