Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

166
AR MARVAILLER BREZOUNEK

e boed ar chas braz, ha marteze e kouskint evel ar roufl. — Gwir a-walc’h e lavare, rak a-veac’h m’oe debret ho boed gant-ho, ann tri gi kounnaret n’oa peoc’h diouz ho genou na deiz na noz, a gouskaz mik ; ha Iann ha mont ha rei eunn taolik baz da bep-bini anezho, diwar gern ar skouarn, hag ann tri gi braz hag astenn ho fevar ivin ha choum reud e-kichenn ho zoull. — Ouf ! eme Iann. kel laouen ha tra.

Ar roufl koz a roc’he bepred kouls ba biskoaz. — Hastomp affo, eme Iann, p’ema ar voul gan-e-omp. — Hag hi da gaout ar roufl koz, ha Iann ha mont ha darc’hai eunn taol baz houarn gant-han diwar he benn hag he laza. hep na reaz zo-keit na bramm na klemmadenn. — Ouf ! eme Iann, lamet ann dersienn diwar-n-han brema, rak, bete neuze oa gwenn-kann he zremm, ha krena a rea evel eur barr deliou, ken en doa beac’h o choum war he ellou. — Deomp ac’han brema, eme-z-han, da welet penaoz ema ar bed gant ar brinsez. — Amzer, eme ar-jeant, houn-nez a zo d’in-me, rak me eo em euz miret he dibri…. — Lez da drouz, eme Iann, ha deomp atao d’he c’haout ; goude ni a gaozeo euz a galz a draou all. — Setu ama ann alc’houez, eme ar jeant da Iann. — Kea a-raok atao, eme Iann, rak evel-se eo great ar marc’had gan­-e-omp. — Gwir eo, eme ar jeant ; hag he-ma ha mont ha digeri ann or voan hag izel, ha goude-ze diou zor all a ioa adre kein ann hini a skoe war ar skalierou. Hag ann daou-ma ha diskenn