euz bet great enor d’ar merc’hed. Evelato, ar brinsez e devoa keuz, gwalc’h he c’haloun, o veza eat kuit euz he bro ha dioc’h he zad. Enn eur vont e tifrunke puill ann dour euz he daoulagad hag e lavare : — Kenavezo va zad, kenavezo tud va bro, kenavezo va c’hastell kaer, te zo douget gant peder chadenn aour ha gant pevar leon ar re greva a zo er bed ! Enn-oud-te ounn bet ken euruz ! Ha da alc’hueziou aour, da betra e vent-hi mad d’in-me hiviziken, nemet da greski va glac’har ha va anken ? — Enn eur lavaret ann dra-ze, e stlapaz anezho pell diout-hi er mor.
Roue Breiz, pa welaz ar brinsez kaer-man, a oe laouen he galoun hag a lavaraz d’ezhi e karje beza karet gant-hi. — Fisians am euz, eme-z-han, e vezimp eureujet abarz nemeur ama, pa’z oc’h deut d’am zi. — Salokras, eme ar brinsez, ne vezinn ket c’hoaz, rak a-raok m’ho pezo ac’hanoun-me, e kafot hirr ann amzer. Abarz dimezi, me a rank kaout ama va c’hastell kaer a zo douget war beder chadenn aour ha gant pevar leon. — Penaoz a livirit, prinsez, eme roue Breiz ? Piou a ve birviken evit digas d’e-hoc’h ho kastell ama ? — Digaset e vezo, roue, eme-z-hi, pe anez ne zimezot gan-en birviken. Ann hini a zo bet oc’h va c’herc’hat-me da zont ama, a zo den a-walc’h evit digas va c’hastell ivez, me gred. — Neuze, eme ar roue, e ranko mont pe astenn he c’houzoug dindan ar gountell.
— Grit evel a gerrot war gement-se, hogen evit ar pez a lavarann-me a vezo great, pe ne vezinn birviken pried d’e-hoc’h. Neuze roue Breiz a c’halvaz Iann da zont d’he gaout. — Asa, eme ar roue