Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
442
MAR

n’ec’h euz netra da rei d’in da eva ?  — Eo avad, eme ar paotr, setu ama leaz-ribot. — Ken trenk ha ker fall oa al leaz-ma, n’en divije ket bet debret gant ar moc’h. Ar paour, o veza tanveet al leaz, a foultraz anezhan war al leur hag en em daolaz er mor.

Arruet enn tu all, ez eaz da skei war dor eunn intanvez. Eunn arne dirollet a rea, ar glao a goueze puill hag ar gurun a c’hourdrouze. — Naoun braz em euz, eme-z-han. — An intanvez, goude eur zell, a anavezaz enebour ann dud. Koulskoude e sonjaz : — An den fall pa’z a da glemm a zo dreist ann holl. — Deut enn ti, eme-z-hi, setu ama peadra da derri ho naoun, ha tan da domma hoc’h izili. 

En eur lavaret ann dra-ze, ann intanvez a lakea dirak ar paour eur vasinad vraz a iod. Hag o palarat e-verr gant-hi, en eunn taol-kount e oe lipet ar iod ha diou bodezad leaz kaoulet. — Mad eo ar iod, maouez, n’hellfac’h ket rei d’in kemend-all ?  — Eo, eme ann intanvez, dioc’htu e vezo poaz ar pouloud. — Ha ker buhan e oe lakaet dira-z-han leiz ar vasin-kouez a bouloud hag eur bern krampouez. Eunn nebeut goude, ne choume netra ken da zibri.

An diaoul neuze, o sevel diouz taol, a lavaraz d’ann intanvez : — Plijadur vraz hoc’h-euz great din. N’hellfen ober netra evidoc’h ? Nerzuz ounn, ha n’euz forz pe seurt labour, me raio dioc’htu. (En amzer-ze, klevit, ar reier braz ha bihan a weler breman e tu Plougastel a ioa e tu Leon).

— Peadra a-walc’h am-euz da zevel va bugale ; va douarou a zo mad, n’em euz poan nemet abalamour d’am amezeien, eme ann intanvez ; sellit oc’h ar vein-ze, ma ne vijent, n’em be netra da c’houlenn. — Ha ne d-euz ken evit ober plijadur d’e-hoc’h ? 

Hag o veza tennet he jupenn, Paol-Gornek a gemeraz ar reier ann eil goude eben, hag a daolaz anezho en tu all d’ar mor, eleac’h ma’z int abaoue.


————
FILLOR SANT PER


Gwechall-goz, ann Aotrou Doue ha sant Per o veza eat da ober eur bale dre ar bed, a gavaz eur bugel gwezet war ann hent. — Asa, eme sant Per, pec’herien ha tud didruez a zo atao war ann douar, evit doare, kaer hon euz. Mar d-eo mez hag iskiz-meurbed lezel evel-se eur bugelik paour da vervel evel eur c’hi bihan ! Daoust ma kasfemp ar bugel ganeomp ? — Mad ! greomp eta, eme ann Aotrou Doue. — Perik a rank beza he ano avad. — Mad ! eme ann Aotrou Doue.

Hogen Perik a zeuaz da veza braz, hag he baeroun a lavaraz, deiz a oe : — Poent eo kaz va fillor da zeski micher pe vicher pelloc’h. — Kent a ze, eme ann Aotrou Doue, lavar da Berik dont aman ma roinn d’ezhan ar c’hras a garo da c’houlenn, abarzs ma’z ai kuit. — Goulenn ar baradoz evit da ene, fillor. — Ne d-eo ket penmoc’h va leue, eme Berik ; me ne d-ounn ket koz c’hoaz ; divezatoc’h me c’hello goulenn pe c’hounid ar baradoz, mar bez red, pa vezinn oc’h ober va zalarou ha dare da vervel. Evit breman eo gwell gan-en, a gav d’in, goulenn kaout eur marc’h faro d’am dougen.

Hag e eo roet unan euz ar re wella d’ezhan ; ha Perik en hent avad, ken a findalle war gein he varc’h, el leac’h ma karje Doue he gas.

Ar pardaez a zeuaz, ha Perik ne wele, kouls lavaret, berad goulou, pa oe mantret o welet eunn dra evel eur goabrennik a-ispill oc’h skourr eur wezenn, ha ker sklear hag enn deiz enn-dro d’ezhi. Ha Perik ha mont enn aviz tizout peg er goabrennik hag he lakaat en he c’hodel, pa glevaz eur vouez o lavaret : — Arabad mont larkoc’h, paotr, pe as pezo keuz. — Mad ! Mont a reas evelato, ar penn-zot ; ha, goude beza dastumet ar goabrennik en he jakod, ez a enn hent adarre.

Evel dre chans e tigouez kerkent e-c’harz dor porz eur maner hag e oe digemeret eno ha dalc’het da entent ouz ar c’hezeg. Hogen o veza ne zeve ket a c’houlou (rak he goabrennik a lakea ar c’hraou ken sklear en noz evel en deiz), Perik a oe tamallet da veza sorser, rag eur mevell all en doa kemeret gwarisi out-han. — Korn butun ! lavar da Berik dont aman, ma welinn ha gwir a leverez, eme ar mestr d’ann hini a ioa bet o flatra Perik. — N’am-boa-me ket lavaret d’id,