Pala vantre saint gris ! coll ma squiant a ran,
Bean zo eur roue hac a meus droug ontan ;
Ar Roue Hiberni eo va innimi bras,
Dindan ma buissanç me renq e gavet c’hoas :
A ben tri mis aman me vezo mest deza.
Va Doue Jupiter, Mars ha Prozerpina
A zo ous ma sicour er mor hac en douar ;
James na vancont din, an dra-ze me er goar.
Eun impertinant nen de quen an den-ze,
Fallout dezan lacat en e dorn ar c’hlenve ;
Rac biscoas ne guevis va far en ep combat,
Hac e meus combattet ous calz a botret vad :
Dre voyen Jupiter en deus ma sicouret
Biscoas den er bed-man nen deveus ma zrec’het.
Rac se het prontamant da lavaret dezan
En em divoal mar car, breman me yel dezan.
Me nen don quet poeltron, e avertissa ran,
Rac me a voar erfat e vezin trec’h dezan.
Raison eo din monnet pa gommandet, Sire :
Na zalein quet pel ne retornin are,
Me ya da bartia gant resolution.
Birviquen nep cartier nen deve evidon.
Effrontet fal ma zeo, traïtour, impertinant,
Eun den leun a valiç, eur fou, eun insolant.
hac a lar :
Me a zo deut aman, Autro an Ampereur,
Dimeus an Hiberni evel ambassadeur,
Da c’houlen diguenec’h azistanç evittan,
Roue ar Persianet a ro brezel dezan.
Ya da, va mignon, retornet pa gueret :
Roue Pers zo eun den hac a zo puissant,
En deveus drouc ouzin, ive me meus amant.
(Sortial a ra.)