Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

Bernard

Eur pec’het bras eo ze, credet assuramant,
Ma na gueres sanch e querzi en tourmant.

Ar C’hondt.

Me ne gredan quet e ve pec’het parlant
Var eur sujet benac a ve divertissant.

Bernard

Ya, mar queret comz deus an traou celestiel :
Meulit incessamant on Doue eternel ;
Goude-ze dalc’h secret quement a liviri
Ha mir ar silanç liessa ma c’hilli.

Ar C’hondt.

Me guemer plijadur o veza eun traïtour,
Me ra hipocrizi evit en em sicour,
Nen deus netra a vat em interieur,
Couscoude e tiscoean mad em exterieur.

Bernard

Goel ve dit na raes, me a bromet dit se,
Rac te vezo daonnet ma ne sanches bue.

Ar C’hondt.

Me ya da avoui breman presantamant
Va buez pen-da-ben, ivez ma santimant,
Ha guemen sort pec’het a meus groet er bed-man,
Ha bere e meus sonch en heur ma zon breman.
Allas ! me voar erfat e meus-bet plijadur
Oc’h c’heuil ma bue fal, debordet hac impur ;
Gant ma zello lubric leun a vechanstete
E tromplen assuret ar purra chastete :
Me a garrie ar moez hac an ton excellant,
C’hoas e carren yve an daoulagat charmant,
An abijo a bris a blije d’am speret,
Eur pouvoer absolu contempli er merc’het :
En eur vont dar marc’hat, o tremen er ruïo,
Creïs al labour memes, bettec en ilizo.
Evel se gant an tan violant em c’halon
E presanten de pront va oll affection ;
Mes gant eur bisach fent hac eur voez excellant,
Em bije mestrezet avizio mui vit cant :
Me a bromette dez donnet d’ho dimizi,