Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

Salud dec’h, Autro’r C’hondt, me a zo deut aman
Digasset gant Bernard evit gout an doare
Deus an election dimeus ar Pap neve.

Ar C’hondt.

Hac interrest Bernard eo gouzout quement ze ?
Neanmoins, varc’hoas me glevo e zoare :
Groet dezan prepari eul leign d’am soudardet
Pe en devezo quun d’am beza conviet.

Ar Messajer.

Me lavaro, Autro, dan Abat evel se
E teuffet varc’hoas da glevet e zoare.

Ar C’hondt.

Ya, ha lar dezan bout ive preparet
Da menteni ar Pap pini a meus lequet.

Ar C’hondt a lavar d’e dud :

Demp-ni oll assambles dar gouent da voellet,
Ha gouzout ar cher vad a raï dimp ar Bolret.

Ar Messajer.

Antrezet en offern, Autrone, pa gueret,
An Abat a zo prest da zont d´e lavaret.

Ar C’hondt.

Leret-i pa garo, pa ze en em breparet,
Rac ni n’omp quet astet da vonnet d’er c’hlevet.

Ar Baron.

An Abat a grede e voamp-ni deut aman
Da gavet offeren digantan, a gredan !
Ni n’on deus quet affer d’eus e offerennou, ser mod
N’en domp quet deut aman, assur, vit ho zelaou.

An Tenzorier.

Ma vent prest da zonnet neuze by a yaë,
Mar be netra a vat neuze m’ho sicoure.

Ar Pot a gampr.

Ma carem-ni breman ober bourt dar menec’h,
Lacat an tan er gouent, neuze teuffent er mes.

La Vign.

Me rai ze, mar queret, neuze e voelfet, pot,
Ar menec’h o redec troncet gante ho froc.