Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

Rac se choazet re all, mar be ho polonte,
Hac a raïo pep tra evel ma leveret :
Mar plich guenec’h, Autro, a ze am dispancet.

Ar C’hondt.

Penos, oc’h escusi ! c’houi ranco ober ze
Breman zouden vantan pe men mo ho pue.

————
Anaclet a antre guisket en Pap.
Ar C’hondt a lavar dezan :

Salud dec’h, Autro Pap, Doue d’ho menteno
Bepret var an douar ebars en grandeurio.

Anaclet, Pap faus.

Ha dec’h, Autro ar C’hondt, me ho trugareca
Dimeus ar galite oc’h eus roet din brema.

(Larat a ra dar guir Pap.)

Ma benediction a roan d’ar vro-man ;
Breman pa zon en carg sortiet anezan,
Dre ma c’hommandamant e tiffennan expres
N’ho pezo quet da chom en toez ar gristenes,
Hac er memeus tra da zont d’officia
Ebars en nep cartier er rouanteles-ma,
Evit punission deus ho gloriustet
Chetu ar beamant oc’h eus bet gonezet.

Ar C’hondt.

Adieu, Autro ar Pap, me ya da bartia ;
Dimeus ma fec’hejo ma absolvet breman,
Me raio d’an Esqueb donnet d’ho mentena.

Ar Pap faus.

Abalamour da ze me ya d’oc’h absolvi
Deus a guement pec’het oc’h eus bet comettet
Ha quement a reffet en amzer da zonnet.
N’ho pet quet a vorc’het, nen deet d’an envo,
Pa zon groet possesseur dimeus an alc’hoëo,
Me zigoro an nor ma vezet curunet
En toez an oll Sent hac an oll Sentezet.

Ar C’hondt.

Adieu heta, Autro, breman me bartio,
Mar ho pe nep affer bepret m’ho sicouro.

(Sortial a ra.)