Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

Var an election dimeus ar Pap neve,
Ny ia breman da Rom evit ar sujet-se.

An Escop.

Autro mar plich guenec’h a ze am excuset ;
Eur Pap zo a neve breman souden laquet.

Ar Baron.

Gouir eo a leveret, mes evit quement-se,
Resolvet eo an Autro de lemel adare,
Ha da lacat eun all evel ma zeo gleet,
Ma na deut guenemp-ni m’ho rento glac’haret.

An Escop.

Ma fardonnet, Autro, mar plich guenec’h a ze,
Ar Pap a zo choaze, gant an Autrou Doue,
Rac an Tado santel a ve en oraison
Ho c’houlen, ous Doue da anavout erfat
An ini ha ve choazet dindanan evit Pap.

Ar C’hondt.

Nen deus quet a gontest ebars en quement-se ;
Ret eo dec’h dont guenemp pe guitat ar c’hontre.

An Escop.

Goel vo guenen quittat, an dra-ze mer promet,
Quent ma raffen eun dra ne ve quet permettet
Dre al lezen divin hac ordrenane Doue,
Goel eu guenen mervel quent evit ober ze.

Ar C’hondt.

C’houi a renq ober-ze pe quittat ar c’hontre.
Mar chommet davantach me’m bezo ho pue.
Het prest, ma Zenzorier, het da guerchat breman
Quement zo necesser, hep reservi netra :
Breman ni bartio da vont dar Romanet,
Ni chasseo ar Pap hac e Gardinalet
Ha lacaï ho mado da ogmanti ma re,
Hac or bezo ar vietor partout dre ar c’hontre ;
Rac gout a ret erfat he zoun me puissant,
A guement zo breman dindan ar firmamant.
Breman e zeus dec vla he voan en Itali,
He quemeris kerrio, ya dre guir c’hoari,
Vel ma zeo Obamon, Baïonne hac a Padou,
Ha dre ar re-man tout e zoun me an Autrou,