Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

Red eo dec’h pea ar som pa zo dec’h ordrenet,
Hep contenanç breman, pe he vet prisonniet.

Ar Senechal.

Ma na rabatet demp nen deo voaz dimp pean.

An Tenzorier.

Diffennet eo ouzin, rac se astet buan.

Ar Senechal.

Deut guenemp ni hon daou m’or bo or liberte :
Ne songet quet certen monet dirac Doue.

————
An Duc breur d’ar C’hondt a lavar d’he vroec.

Va fried, eur boan vras a zo zur em c’halon
Ho consideri ar spont, allas ! hac an eston
A ra va breur ar C’hondt d’an habitantet ker,
Betec m’en deus lazet memeus ar Gouarner.
Pa zedi en quer e command tout deze,
Evel pa ve eur monarq p’otramant eur roue ;
Ma teu d’ho revina ep tam remission,
Ma n’ho deve arc’hant ho laca er prison.
Memeus an dud honest pep goella deus a quer
Zo gantan revinet quement zo er c’hartier.
Ma collan ma squient pa deuan da voelet
Pe guer yaouane he ze en em accoquinet
Persecuti an ilis ep tam remission
Muntra ha violi partout dre ar c’hanton,
Hep cavet nep truez na respecti hini,
He ra bepret peptra herves he fantazi.

An Duques.

Va friet, evit se n’ho pe quet a vorc’het :
Nen doc’h quet responsable dar pez a leveret.
Mar gra actiono a ve contrel d’ar fe
He vezo punisset gant an Autro Doue :
Rac n’an doc’h quet capabl evit e gorija,
Dec’h he rae insult querquent ha d’ar c’henta.

An Duc.

Va friet, nen deus cas : me meus ar volonte
Da dont d’er c’horija gant ar c’hraç a Doue.

Ar c’henta Pach.

Goel ve dech en lezel, nen doc’h quet evittan,