Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

Me er c’homunicas da habitantet quer,
Ma tenjont da sponta ho clevet an tener,
Ma zint oll rezolvet da zont de n’em diffen,
M’ar fell dec’h dont en quer, an dra-ze zo certen.

Ar C’hondt.

Perac he spontetu ? C’houi ne beet diner,
Nac an artizanet pere a chom en quer.
Mes ar re pinvidic a ranco reï din-me
En antier ma c’houlen, pe otramant ho bue.

Ar Gouarner.

Salocroas ! Autro ar C’hondt, n’e c’hoarvezo quet se :
Me ho pet da retorn m’ar be ho polonte.

Ar C’hondt.

N’en dout quet esperet da rei din en antier
Quement a c’houlennan serivet dre ma lizer.

Ar Gouarner.

James n’a bermettin dec’h se, a lavaran ;
Rac evit comzo caer n’e antrefet quet aman.
Rac se, me ho suppli, retornet prompt d’ar guer ;
Ma n’a ret me raï urs d’ho renta prizognier.

Ar C’hondt.

Va renta prizognier, eun den evel d’hon-me !
N’he heus na urs na pouvoer da ober an dra-ze ;
A m’a ouffen ep quen he pe bet an dezir
D’am sellet evit se na da lavaret guir,
Me plante ma c’hlenvez cant coech evit unan,
Er calon da guenta hac er coquinet-man.

Ar Gouarner.

En em rentet, Autro, da donnet prizognier,
Pe m’en bezo ho puez, an dra-ze a zo scler.

Ar C’hondt.

Quer vo did da gomzo, me a bromet did se,
Rac e zout var ar poent m’a colli da vue.

Ar Gouarner.

Pa golfen ma buez me n’e ran quet a gas ;
Me a varfe aman quent sortial am plas.
He bien ! ma goardo, red eo en em gouraji
Ouz an diaoul bras a zeu d’hon attaqui,
Rae en em rentet evit divoal ho pen,