Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

Ar Gouarner.

N’ho pet quet a vorc’het, me a diffenno quer,
Me ya da lacat urs, da ober va dever.

Ar Senechal.

Rac se, bezit fidel da viret hon tan caer,
Ha ni ho sicouro, m’ar ho pe nep affer.

Ar Gouarner.

Ya me zifenno, gant ar c’hraç a Zone,
Me a zeui d’ho caout varc’hoas da greis de.

An Escop.

Doue da rei dec’h ar c’hraç da zont d’he guemeret,
Neuze gant graç Doue ni vezo divorc’het.

Ar Gouarner.

Me ya breman en quer da c’houlen soudardet,
Var bars eun heur aman me vezo preparet.

Ar Senechal.

M’ar guel ar Gouarner quemeret ar C’hondt,
He lacat prizonnier, n’hor bezo muin a spont ;
Ni a raïo dezan cazi eur memeus tra
A lavare da ober, ze sur a brometta.

Ar Banquier.

C’houi, Autro Senechal, magistrat er guer-man,
Ha gle ober justiç bepret da bep hunan.
Pa vezo an Autro ar C’hondt lequet dec’h er prizon,
Me a raï justiç ep tam compassion ;
Hac a gavo testo, ep tam difficulte,
Me lacaï d’ar maro ep caout ontan true

An Escop.

Me raïo publia partout dre ar c’herrio,
Dre an oll parozio, evit cavet testo
Deus ar rapineres hac al laeronzio
Hac ar violamant : Dre vertu an testo
M’ar be cavet coupapl dre lezen vajeste,
He vezo condaonet d’ar maro ep tam true.

Ar Banquier.

Me a meus mil aon rac n’e gaffe testo,
Dre ma ze eun de revoltet dre ar vro.

An Escop.

N’e meus morc’het ebet : pa vezo prizognier