Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

Sant Guillarm.

Me a zo eur paour quez hac a zo afflijet,
Oc’h ober pinijen am fotto tremenet.

Ar Voerc’hes.

Petra oc’heus-su groet, ma map, moc’h evel se
Oc’h ober pinijen en eur c’hoat evel se ?
Me ho quev afflijet ha meurbet desolet,
Me a gret oc’h eus bet eur binijen calet.

Sant Guillarm.

Merittet mad am boa, m’er promet dec’h assur,
Mar en devoa biscoas merittet crouadur.

Ar Voerc’hes.

Ha c’houi a zo contant da souffri evel se,
Quen a vezo contant ar justiç a Zoue,
Ar poannio a andur ar pec’her er bed-man ?
Ma na ve quet contant na dal dezan netra.

Sant Guillarm.

Me a souffro joaüs balamour d’am Doue
Quement poan ha fatiq a arruo guenen.

Ar Voerc’hes.

Rac se bezet fidel da serviji Doue,
Hac en eum voelfet en êe assambles guene.
C’houi a zo pardonnet, me oc’h assor a-ze,
C’houi oc’h eus disarmet justiç eun Doue.
Rac se, ma map Guillarm, ho pet patiantet,
Ha n’ho pet quet a regret d’ar poannio a souffret.
Ouz o quelet afflijet me zo deut eus an êe
Evit ho conzoli : me a zo mam Doue,
Hac oc’h assur ive e vezet curonet
En mesq an oll Ellez, ar Sent ha Sentezet.
Ya, ma map Guillarm, sevet deus a lesse,
Het adare d’ho plaç evit pedi Doue.

Sant Guillarm.

Goerc’hes, mam da Zoue, me ho trugareca
D’am beza bizittet hac azistet breman.
Pa meus bet an henor hac ar c’hraç d’ho coelet,
Chetu me evurus hac ouspen contantet.
Ma c’horf a zo groet yac’h, a drugare Doue,
Gant ar Voerc’hes Vari zo rouannes en êe.