Reit din c’hoas, ma Doue, ar c’hraç d’en em rentan
Er plaç ma voan et evit ho servijan,
Ha me bromet dec’h e salc’ho birviquen,
Hep quittat en ep guis, da ober pinijen.
Petra ma voelettu, Guillarmic, evel-se ?
C’houi ho poa promettet chom birviquen aze.
Me zo eun ermit quez a voa er forest-man,
Ma zeo deut an Diaoul aben sur d’am zromplan.
Dont a eure d’am zi, ha rei din da gridi
E voa deut eun arme evit assieji.
Ar ker deus a Poëtou, pehini a zo din.
Neuze e sonjis monnet gant ar speret malin,
Evit c’hoas dre gombat ho lemel ac’hane,
O c’has quit en ho zro, repoussi ho arme.
Doue en deus miret ouzin nan dajen quet,
Ha lamas diguenen er plaç man ar goelet.
En eur guittat ho ty e rezoc’h pec’het bras,
C’houi ho poa promettet e chomjac’h en ho plaç.
Ya assuramant, me heno an dra-ze,
Promettet am boa bet e chomjen er plaç-se.
Ma ve ho madelez ma c’has are dezan,
Bette fin ma bue me a chomfe ennan.
Deut guenem-ni are, ni ho rento aze,
Er plaç elec’h ma voac’h ho serviji Doue.
Moez divin deus an êe, cannat an eternel !
Me ho trugar ca aman, speret santel,
D’am beza bizittet p’am boa necessite,
Me a recommand dec’h ma c’horf ha ma ine.
(An Elez a ya en ho rout.)
Chetu pi revinet, ne ellomp quet ontan,
Evit quement on deus groet nan domp quet evittan.