Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

En ty-man ne antre enep sort feumeulen.

Ar Plac’h.

Me zo eur plac’h honnest a zo en em gollet,
Ho clas monnet d’ar guer on aman en em gavet.

Sant Guillarm.

Het a lesse, ma merc’h, ne deuffet quet aman.
Nen deo quet oc’h affer antren bars an ty-man.

Ar Plac’h.

Me zo eur plac’h honnest a zo a zy-a-bel,
Evit clevet guenec’h comzo spirituel.

Sant Guillarm.

Varc’hoas, mar queret, en em gavet aman,
Certen evit fenoz ne zeuï den en ty-man.

Ar Plac’h.

Ho pet true ouzin ; me zo eur feumelen
A zo abandonnet, mar plich reit din quelen.

Sant Guillarm.

Danjerus e ve din c’houi da antren aman.
An Diaoul zo bemde ho clasq dont d’am zromplan.

Ar Plac’h.

Me na meus quet, ma zad, a goal intantion,
Me dremeno an nos oc’h ober oraison.

Sant Guillarm.

Antrezet heta, ma merc’h, en anno da Zoue,
C’houi yello en oc’h hent varc’hoas ar beure.

Ar Plac’h.

Ho servicheres, Autro, ar voech-man nan de quet
An noz quenta ma meus bet an henor d’ho coelet.

Sant Guillarm.

Ne meus quet a vemoar ebars en ep cartier
En be bet an henor d’ho coelet-tu, ma merc’h quer.

Ar Plac’h.

Me a meus bet ar c’hraç alliez d’ho coelet,
Abed am boa eu sonch d’ho cavet da pried.

Sant Guillarm.

Biscoas me na meus bed ar sonch a quemen-se,
Rac se, me ho suppli, no gomzet quet a ze.

Ar Plac’h.

Partout e c’hallan comz, rac me a zo savet