Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

Ho pet bepret true ouz ho servijer quez ;
Rac se me ho suppli da zont d’am azista
A enep an diaoul, mar fel are dezan
Cant tantationno donnet d’am suffocan.
Oll sent ha sentezet dimeus ar barrados,
Bezet avocades evidon deiz ha noz
Ebars er barrados, dirac Doue an tad.
Ma sicouret breman, me ho pet, ma el mad.
Alliez gant an diaoul, gant ar c’hiq hae ar bed,
Allas ! bette breman, me zo en em gollet,
Ha rac se, ma Doue, ho pet ouzin true,
Dre ho misericord reit din pardon ive,
Reit din grasso necesser evit gallout bevan
Herve an ordrenanç oc’h eus groet er bed-man,
Ma c’hillin eur veach mont en êe d’ho guelet
Evel oc’h heritour, p’oc’h eus bet ma frenet.
Dre verit ar maro oc’h eus bet anduret.
En anno ma Doue me a ya da gousquet.
Me a recommand dec’h ma c’horf ha ma ine,
Sant Mikel, ma el mad, ma sicouret ive.

————
Daou Diaoul.
Ar C’henta a lavar :

Chetu ni revinet ar voech-man gant eman,
Ma na ellomp e gas dimeus ar c’hartier-man.
Nen deus quet a gaz, mar er c’havan cousquet,
Men talveo dezan, rac m’er graï glac’haret.
Ampech a ra ouzimp n’hor bezo muin netra
Rac beza zo tud sot hac a gredo dezan.
Ya, credet vezo palamour ma zeo bet
Eun den var an douar quen terrupl revoltet.

An Eil Diaoul.

Gouir sur a leveret, ret vezo dimp breman
Ober moyen den cas dimeus ar c’hartier-man.
Demp breman da esse e gavet,
Mar guellomp ober ze e vomp rejouisset.

Ar C’henta Diaoul.

Gouir sur a leveret, ma c’hallemp c’hoas ontan
E lacat da bec’hi, neuze ni ve contant :