Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

An Ermit.

E mout aze c’hoas ; me sonje e voas pel :
Coulz e zeo dit paoues evel dont d’am guervel
Eun eston eo guelet eun den fal revoltet
O tont da attaqui dorojo an ermittet.

Sant Guillarm.

Va escuzet, ma zad, mar plich guenec’h,
Rac cavet pinijen a fel din diguen ec’h.

An Ermit.

True a meus ouzac’h couscoude p’ho clevan.

Sant Guillarm.

En anno Doue, m’ho pet, ma sicouret breman.

An Ermit.

Ma ouffen ne vec’h quet den fal ha revoltet,
Me a zigorfe dec’h ep cavet nep morc’het.

Sant Guillarm.

Nan don quet. m’en assur, rac sanchet on a gren
Hac e zon deut aman evit clasq pinijen.

An Ermit.

Mar deo gouir quement-se breman me zigoro.

Sant Guillarm.

Eun dezir bras a meus da vonnet dan evo

An Ermit.

Ret eo quittat ar bed hac e oll vanite
Ha mont a virviquen da serviji Doue.

Sant Guillarm en eur boquet d’e zud :

Adieu eta, ma zud, me ya en anno Doue :
Pedet ma pardonno Doue ma fec’hejo,
Ma n’em voelfomp en êe goude on trubuillo.

Ar Baron.

Adieu eta, va mest ; me a bedo Doue
Hac ar Voerc’hes biniguet pini zo en envo,
Ma vezo e bolonte beza avocades
Dirac Doue he map, en e rouantelez.

Ar C’henta Pach.

Adieu heta, ma mest ; quen a vo ar c’henta goelet.
Me bedo evidoc’h noz a de an Drindet,
Ma vezo e bolonte da rei dec’hu graço
Evit cavet pardon dimeus ho pec’hejo