Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

E vije bet mouguet ho tont var ar bed-man,
Pe n’en dije bue, certen eo an dra-man.
Rac se, me ho suppli, sonjet er vadelez
En deveus evidoc’h Jesus, map ar Voerc’hes,
D’ho peza prezervet ha lezet en bue,
Prenet deus an ifern, me ho pet sonjet se ;
Rac eur pec’het hep quen a verit an ifern,
Mes Doue a bardon ar brassan pec’heorien.

Sant Guillarm.

Ma zad, a guir galon me zo rejouisset,
Ma ou ffen e ven c’hoas eur veach pardonnet :
Rac se, me ho suppli a vir galon breman,
Pardon dar pec’hejo a meus groet er bed-man.

Sant Bernard.

Mar oc’h eus an dezir da vonnet en envo,
E renquet, assuret, rapari ho foto,
Rapari dan ilis ha ramplissa ive
Ar cheffo oc’h eus bet chasseet aneze.
Neuze, goulen pardon ous an Autro Doue
Dimeus an insolanç oc’h eus bet groet deze,
Hac ho fidi ive da zont d’ho pardonni,
Ma petoint evidoc’h Jesus-Christ, map Mari,
Ma vezo e bolonte da reï dec’h gouir bardon,
Ha donne d’ho receo en e brotection.
Ha quemeret ive evit avocades
Ar Voerc’hes biniguet, zo en êe rouannes ;
En eum reï dezi ha sonjal er grasso
A roi dar pec’herien pere ho goulenno :
Rac evel ma lavar demp an oll doctoret,
Pa voe var an douar graç ebet accordet,
E renq bepret tremen dre daouarn ar Voerc’hes.
Breman gret pinijen dimeus oc’h oll bue.

Sant Guillarm.

Goude ar c’hraç a Zoue dec’hu eo ma ine,
Pene verdoc’h, sivoas, em boa collet an en ;
Reit dime pinijen quement hac a guerfet,
Me a zento ouzac’h gant ar c’hraç an Drindet.

Sant Bernard.

Chetu aman ar Pap oc’h eus dizoblijet,