Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
ST. MAHEU.

7 Hag ind e gassas de Jesus en azennès hag hé hébêl, hag ou golas gued ou dillad hag e laquas Jesus de chouquein arh nehi.

8 Un nivéh bras a dud e lédé ou dillad én hent, lod arall e drohé barreu gué, hag ou zaulé él léh ma telié tremeine.

9 Har er ré en helié e laré a voéh ihuél : Hosanna de Vab David ! Revou beniguet en hani e za aberh Doué ! hosanna é lein en Nean.

10 Ha pe oé oeid é Jerusalem, ol dud a kær e oé bâmet hag e laré : Pihue é honnéh ?

11 Hag e ré e oé guet hou e laré : Honnéh é Jesus er profæd péhani e zou a Nazareth é Galile.

12 Ha Jesus e yas é Ty-Doué, hag e cassas er mæz er ré ol e huerhé pé e brené é Ty-Doué, hag e tiscarras taulieu er varadision argant ha cadoérieu er varadision clomet.

13 Hag e laras dehai : Scrihuet-é, Me zy e vou galhuet en ty a beden, mæs hui e hoès groeit anehou ur groh laëron.

14 Nezé en dud dall hag er ré gam e zas d’en gavouèt én Ty-Doué, hag ean e yahas anehai.

15 Mæs pe huélas er Pen-Vêlean er vurhudeu e hré, hag er vugalé péré e huché én Ty-Doué : Hosanna de Vab David ! e sàüas droug èn ou calonneu.