Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


PENNHEREZ PENN-AR-ROZ
————



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative {
      \key bes \major
      \autoBeamOff
      \time 2/4
      \partial 8*1
      g'8 g a bes c | d4 d8 d c4 d \break
      a r8 bes | g a bes c | d4 d8 d | c4 d
      a r8 bes | c d c a | bes4 a8 g | f4 g
      a r8 bes | c d c a | bes4 a8 g | a4 bes | g2\fermata \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Me am euz eur ves -- tre -- zig e Penn -- ar --
      roz_; Me am euz eur ves -- tre -- zig e Penn -- ar --
      roz_; Hag e re -- din d’he gwe -- let hep mui gor --
      toz Hag e re -- din d’he gwe -- let di -- sul da noz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


Me am euz eur vestrezig e Penn-ar-Roz ; (bis)
      Hag e redin d’he gwelet hep mui gortoz
      Hag e redin d’he gwelet disul da noz.

Ha mar teuez d’am gwelet va c’hloareg koant, (bis)
      Me ’n em droio en eur pesk er stêr arc’hant ;
      N’ez pezo ket va c’haloun hervez da c’hoant

Mar ’n em droes en eur pesk ’vel ma lârez, (bis)
      Me ’vezo pesketaer, ô va mestrez !
      Me ’besketo va dousig dre garantez.

Mar teuez d’am fesketa ha d’am spouron, (bis)
      Me ’n em droio en heiez er c’hoajou doun
      N’ez pezo tam, kloaregig, eus va c’haloun.

Mar ’n droez en heiez ’vel ma lârez, (bis)
      Me a vezo chaseour, ô va mestrez !
      Me chaseo va dousig dre garantez.

Mar teuez d’am chaseal, ’riskl d’am muntri, (bis)
      Me ’n em raio leanez ’n eun abati ;
      N’ez pezo ket va c’haloun, ô kloareg kri.

Mar ’n em reez leanez, ’vel ma lârez, (bis)
      Me a yelo da vanac’h, ô va mestrez !
      Me govesay va dousig dre garantez.

Ha mar teuez d’am c’hovez, oueli c’houero, (bis)
      Gwenn-kann maro em gwele te am c’havo,
      Roïn ket d’it va c’haloun, kaer az pezo.

Mar da gavan gwenn-maro ez kwele kloz, (bis)
      Lec’h Sant Per a gemerin er Baradoz,
      D’hen digeri d’am dousig eus Penanroz.

Charlez AR BRAS

Kanet er Huelgoat gant Sesilia AR BRAS.