Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —


Mona
————



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative {
      \tempo \markup { \italic "Adagio assai"} 4 = 63
      \autoBeamOff
      \override Staff.Rest.style = #'z
      r2 r4 a'8 a | d2 d8 e e d16([ c]) | b2~ b8 r c d
      e4. fis8 e4 d8 e | b2~ b16 r b8 b b \break
      e4.( fis8 e) d e c | b4_( \appoggiatura { c8[ b] } a4~ a8) r b c \break
      d4. e8 c b4 a8 | a4~ a8 r r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      War lez ar ster, he zreid en dour a -- ze --
      zet war ar c’hla -- zenn flour Eun a -- bar --
      daez __ Mo -- na Zaou -- las oa er
      prad din -- dan ar wern c’hlas.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }


War lez ar ster, he zreid en dour,
Azezet war ar c’hlazenn flour,
Eun abardaez, Mona Zaoulaz
Oa er prad, dindan ar wern c’hlas.

Truezus ha stouet he fenn,
’Oa ar plac’hig, gant he anken ;
An daerou eus he daoulagad
’Steredenne war geot ar prad.

War ar skour eun evnig bihan
’Lavaras neuze, dre e gan :
— N’ strafuilhit ket an dour, plac’hig,
Er giz-se gant ho taou droadig.

Rak n’hellin mui gwelet va skeud,
Na stered an oabl ken nebeud :
Selaouit pedenn an evnig,
N’ strafuilhit ket an dour, merc’hig !

Monig a lavaras neuze
D’an evn a gomze er stumm-ze :
— N’az pe doan, an dour strafuilhet,
Hep dale pell ’vez sklaer ha net ;