Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —



XVI

   Ar c’hantonier, o poania tenn,
   A vec’h ma c’hounit e damm kreun.


XVII

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eur c’hemener n’ gomzit ket d’in.


XVIII

   Eur c’hemener ne deo ket den,
   Nemet kemener ne deo ken,


XIX

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   Eus eun toer n’ gomzit ket d’in.


XX

   An toer, war an toennou
   Zo’ risk da derri e vemprou.


XXI

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   A baotr ar gov n’ gomzit ket d’in.


XXII

   Mab ar gov du ouz e vegin
   A zo re zonjerus e vin.


XXIII

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eur miliner n’ gomzit ket d’in.


XXIV

   Ar miliner eo laer ar bleud
   A vo daonet beteg e veud.


XXV

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eur gwiader n’ gomzit ket d’in.


XXVI

   Eur gwiader, e peb amzer,
   Ne oar nemet liva gevier.


XXVII

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   Eus eur c’here n’ gomzit ket d’in.