Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix.


AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.
————



C’huec’hvet pennad.

Voti, pa ve elektionou, a zo un dever evit ann holl. Den a-bed na dle tremen hep reï he vouez da unan pe unan (à quelqu’un) ; ur vouez, a-weziou, a zo a-walc’h evit gonid. Na lavarit ket eta : « Da betra e talv d’in-me mont da voti ? ur vouez hep-ken en tu-man pe en tu-hont na raïo na vad na drouk. » — Ann dud a gomz vel-se a zo en ho gaou (ont tort) — ur vouez hepken muioc’h en un tu eget en tu all a c’hell ober gonid ann tu lec’h ma ve. Gwelet a zo bet deputeed pere n’ho d-eûs trec’het nemet gant ur vouez ouspenn pe a vajorite.

En touez an deputeed ho d-eûs votet evit amendement pe lezenn ann aotro Wallon, dre be-bini ez eo bet savet ar Republik evit mad, — e zo unann bennag, marteze, hag a zo bet hanvet depute gant ur vouez pe diou muioc’h eget ann hini a deue war he lerc’h - Al lezenn-se zoken (même) na eo bet votet da genta nemet gant UR vouez a vajorite.

Mar vije tremenet hep voti unan hepken euz a re ho d-eûs votet evit-hi, na vije bet grèt netra. Dre eno e welet skler na dle den tremen hep voti.

Met na it ket da reï ho moueziou da dud hag a zo anavezet evit beza lejitimisted. Ann dud-se, mar gallfent, a digasfe d’imp ur roue, Herri pemp, ha gant ar roue-se e teufe ive un darn vraz euz a gustumou ann amzer goz, a-raok ar revolution vraz 1789.

Mar deufeac’h da reï ho moueziou da orleanisted, da lavaret eo da dud hag ho d-eûs c’hoant da gaout da roue ur mab d’ar roue Louis Fulup, — e riskfeac’h da velet lemel diganeoc’h ar Suffrage universel, ha na vefe ken neuze nemet ann dud pinvidik e c’hallfe voti evit ober deputeed, ha kuzulerienn jeneral ha kuzulerienn arrondissamant.

Met diwallit mad dreist-holl da reï ho moueziou da vonapartisted. Epad ma ’z int bet o reen, ar Franz, da behini e lavarent reï ar peoc’h, a zo bet atao en brezel. Ter gwez, indan ar bonapartisted, ez eo deut ann enebourienn (les ennemis) en Franz, ha bep-tro ho d-eûs lac’het, tanet ha glac’haret holl, ha distaget un tamm bentag euz douarou ar vro. Ann diou wez kenta ho d-eûs kemerret frontierou ar Rhin, pere a oa bet goneet gant ar Republik kenta ; hag ann derved gwez ho d-eûs lemet diganimp ann Alsace hag al Lorraine. Gant un drivet empir, a vefe brezel arre, ha Doue hep-ken a oar petra a c’hoarvezfe (arriverait) neuze euz ar Franz !…

Ann dud a zo a-du gant ar bonapartisted, pe ann empir, na gredfont ket mont eeün (agir franchement) komz a rafont d’heoc’h, d’ann dud diwar ar meaz dreist-holl, euz a binvidiges ha gloar ann empir etc… Met n’ho selaouit ket. Gouzoud a ret mad penaoz pa oe grêt ar Plebiscite, en 1870, e komzent ive euz a beoc’h, ha pinvidiges, ha mad ar vro holl ; ha daou pe dri miz divezatoc’h e tisklerias ann impalaër hag he vinistred ar gwasa brezel a c’hlac’haras biskoas ar Franz !…

Un depute, un den fur ha gwiziek braz, (très-savant) ann aotro Herri Martin, pehini a anavez mad anezhe, hen eûs komzet evel-henn out-hê, en ul levr bihan :

« Evit kaout ho moueziou, e rafont al lez d’heoc’h hag e lavarfont ann holl gevier. Lavarout e rafont e karont ar bopl, ann dud diwar ar meaz, ar peoc’h, hag ez int difennerienn ann urz, ar famil, ar bropriété, ar religion. Met lemit d’ezhe ho maskou ; grit d’ezhe lavaret sklêr ha c’hoant ho d-eûs da harza revolutionou nevez ha da genderc’hel (de maintenir) gouarnamant ar Republik, ha liberteou ar parosiou pe ar municipaliteou.

Gant ur bonapart ez int bet lemet diganimp, al liberteou-se, ha biken ur bonapart n’ho rafe d’imp a-nevez. — Grit ma vezo anavezet pep-hini evit ar pez ma ’z eo, — ha neuze e velfet da biou reï ho moueziou. »

A-baoue ar bemp war-n-ugent euz a viz c’huerveur ar bloaz-man 1875, Kambr ann deputeed e d-eûs grêt ar Republik evit mad, ha na eûs ken en Franz nemet daou rum tud (deux partis) : ar re ho d-eûs c’hoant da virout ar Republik gant he lèzennou, pe ar Gonstitution, hag ar re ho d-eûs c’hoant da diskar ar Republik gant he lèzennou.

Na eûs forz pe hano a gemer ar re diveza-man, lejitimisted, pe orleanisted, pe bonapartisted, na eûs ket a wasoc’h revolutionnerien eget-hê pa ê gwir ho d-eûs c’hoant da diskar ur gouarnamant hag a zo hervez al lezenn : ar gonservatourienn vad a zo hep-ken ar re pere a zennt (obéissent) d’al lezenn hag a fell d’ezhe mirout ar Gonstitution evit ar Franz.

Epad ar brezel e vije klevet ar gonservatourienn o lavaret atao peonoz ez oa red beza unanet hag a dlee ann holl em glevoud (s’entendre) evit harpa ha difenn ar gouarnamant a vije savet gant Kambr ann deputeed. Kalz a zo em roët da vad d’ar Republik ; perag na ra ket ar re-all evel-t-hê, el lec’h hunvrea kaout rouanez a-nevez, ar pez na c’hell ken beza en Franz ?

Ar re na ioullont ket (ceux qui ne veulent pas) gwelet ar Franz o em sevel dre ar Republik a lavaro d’heoc’h penaoz ar Gonstitution a c’hell beza as-gwelet (peut etre révisée), da lavaret eo e c’haller ober un dra bennag evit hi gwellâd (pour l’améliorer). Ann dra-se a zo gwir, galloud a ra beza as-gwelet, met er bloaz 1880 hep ken, ha c’hoaz e dle mirout he stum republiken (encore doit-elle conserver sa forme republicaine.)

Lavarout e rafont d’heoc’h c’hoaz penaoz ann as-gwell-se (celle révision) a dle koll ar Republik : met kement-se na eo ket gwir, evel ma vezo gwelet divezatoc’h.

Ann Amerik a zo en Republik a-baoue kant bloaz, hag a zo deut da veza indan ar gouarnamant-se unan ann nationou ar muia galloudus (puissante) hag ar muia pinvidik euz ar bed holl : ouspenn c’huezek articl a dalvoudèges a zo bet laket a-baoue en he C’honstitution. Hag ar Suiss, hon amezeges (notre voisine), pehini e deus digemerret ken mad hon soudarded paour epad ar brezel diveza, a-baoue meur a gant vloaz eman ive en Republik, hag he lezennou a zo bet as-gwelet (revisées) alies, ar pez na harz ket anezhi da veza unan ar broiou ar muia pinvidik hag ar muian eürus, marteze, euz ann Urop.

VOTET HOLL ETA, ha dibabet evit ho senatourien hag ho deputeed tud pere ho defo c’hoant stard da viroud ha da difenn ar gouarnamant a zo breman o reen, ar Republik ; ha da velet ar Franz o em sevel hag o em derc’hel evel kent e penn ann holl nationou, indan drapeau tricolor ar Republik !… [1].


Troët euz gallek Paul SEBILLOT.
  1. Kement-man a zo troët en brezonek euz ul levr bihan ar gwella, hanvet : LA RÉPUBLIQUE C’EST LA TRANQUILLITÉ, grêt gant Paul Sebillot, eus a departamant Aodou ann Hanter-Noz (Côtes-du-Nord), hag a ve kavet da brena, evit DAOU VENNEK, e ti Mme Sarciaux, marc’hadoures journaliou ha levriou en traon ru ar Gar, en Montroules.