Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

sis, sufficientem, capacem et idoneum in examine repertum, ad primam in Domino tonsuram clericalem rite et canonice duximus promovendum ac promovimus.

Datum apud civitatem nostram Leonensem in palatio nostro episcopali sub signo sigilloquo nostris et secretarii nostri chrirographo. Anno MDCCLXII, 8 juillet.

Ni, Yann Loiz Gouyon de Vaudurant, dre c’hras Doue ha madelez Hon Tad santel ar Pab, eskop Kount Leon, kuzuler ar Roue, a ro da anaout da gement hini a lenno ar pez a skrivomp, hor beus, en dervez-man dibabet ganeomp, hag e chapel palez hon eskopti, kavet mat trouc’ha e vleo, hag hor beus trouc’het anezo evid ar wech kenta, hervezh reolenn an Iliz, d’an hini a garomp er C’hrist hag a zo e hano Glaoda-Anton-Raoul Laporte, mab ganet er gwir briedelez d’an daou bried Loïz hag Anna Macé, eus parrez Sant-Loïz e kear Vrest, goude beza graet eun enklask hag en deus hon laket da anaout oa desket awalc’h, galloudek ha gouiziek.

Skrivet en hor c’hear a Leon, e palez hon eskopti, dindan hor sinatur, hag hor siel, hag ouspenn sinatur hor sekretour, d’an 8 a viz gouere 1762. »

Hervez kaierou sekreteri eskopti Leon, miret etouez Diellou an Departamant (5 G-542), an aotrou ’n Eskob de Vaudurant a roas an urziou da eur maread kloareged, en iliz ar c’hloerdi, 10 a veurz 1763, d’ar zadorn araok sul ar Basion. Etouez hanoiou ar re a oa bet graet avielerien e kaver hini Glaoda-Anton-Raoul Laporte, eus parrez Sant-Loïz Brest. Pa dremenas an hevelep bloaz, Kastel-Paol a oa heb eskop ; diwezatoc’h an Aotrou ’n Eskob d’Andigné de la Chasse a gemeras karg an Aotrou de Vaudurant ; epad ar pennad amzer a dremenas etre an daou eskob, Glaoda, goude beza bet enklasket war e zeska-