n’helle birvidigez ho feiz nemet kreski ho toujans evid ar vro, al lezenn hag ar roue.
« N’ho tamallimp ket ken nebeut, pell diouz eno, da lakat an trouz etouez ho preudeur.
« Kredi ’ reomp avat e c’hellfec’h, dre hoc’h aliou, c’houi eur c’henvroad gwirion ha ministr eun Doue a beoc’h, lakat da zistrei war an hent mat ar re n’int ket bet sklerijennet awalc’h, pe a zo bet touellet gant tud disleal.
« Evid ar pez a zonjit diwarbenn al le goulennet digand ar veleien zo dindan ar c’houarnamant, c’houi zo re sklerijennet hoc’h unan hag a oar mat petra ho peus da ober. Morse n’hor bije klasket rei aliou deoc’h war gement-se.
« Gellet ho peus gwelet pe ar Vodadenn vroadel he deus en em emellet eus an traou a zell ouz an eneou, pe he deus hepken renet an traou a zelle outi, en eur ziskar ar gwall-voaziou iskiz hag hep niver o doa en em zilet en o zouez.
« Ho koustians he deus ho sklerijennet beteg-hen hag a gendalc’ho d’hen ober, en amzer da zont.
« Abalamour d’an dra-ze, hor boa kavet guelloc’h chom hep respont deoc’h ; ha ma skrivomp deoc’h breman, n’eo nemed abalamour m’ho peus goulennet diganeomp hen ober, en hoc’h eil lizer.
Ni zo, gant doujans, Aotrou, ho servicherien.
Izili-Bureo an Ti-kear.