Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

kenañ, ha bep taol ouz he c’hlevout eo deut an dour em daoulagad.



Setu echu, fall ha mat, troiou kamm Alanig al Louarn. Mar o deus plijet d’eoc’h, gwell a se. Poaniet em eus da zisplega anezo ar gwella ma ’m eus gallet. Dalc’hit soñj eus ar blijadur hoc’h eus bet ouz o lenn e-pad an nozveziou goañv, azezet e-tal an tan, hag ankounac’hait ar pennadou goular hag eun tammig digempenn hoc’h eus kavet, bep ar mare.

Evidoc’h eo bet skrivet troiou kamm Alanig, hag ar blijadur hon eus graet d’eoc’h a vezo evidomp ar brasa diboan.