Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Nobl. « Na drugarekait ket ac’hanoun. Va dever a ran, ha netra ken. Gounezet hoc’h eus an emgann, gounezet hoc’h eus ivez ar garg uhel-se. Ha bremañ, en hoc’h enor, kan ha koroll ha traou war an daol ! » Ha Nobl a hopas a-bouez-penn :

« En enor da Alanig al louarn, hip-pip-pip !… »

« …Ra ! » a respontas an holl.

Eur biniou hag eur vombard a zistaolas eur gavotenn, hag ar paoiou a grogas da lammat skañv d’al laez.

Job ar bleiz, petra e teu da veza ?

Allas ! Job a zo gourvezet war e wele, kollet gantañ e anaoudegez, hag en-dro d’ezañ e vignoned o ouela. Lip-e-Bao a zo da vat o viaoual, ha Lom a zo staget outañ eur vousklenn hir, ma ’z eo eun druez gwelout anezañ. Dilavar int holl. Ar medisin a grog en arzourn Job hag a lak e viz war ar wazienn evit santout lammou ar galon. Job a zo serret e zaoulagad. Klemm a ra dre e gousk…

« Gwall dizet eo ? » a c’houlenn Lom.

Ar medisin a ra eun hej d’e ziouskoaz.

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h c’hoaz », emezañ. « Gwall roget eo bet en diabarz gant ivinou binimus al louarn, hag aon am eus e teufe ar c’hourlañchenn da c’hori. Degasit d’in eur voutailhad gwin-ardant, ma vo roet d’ezañ eur banne da lonka ».

« O ya, kalz a vad a ra ar gwin-ardant », a lavaras an arz.

Diskarget e voe gwin-ardant en eur werenn ha roet da Job da eva, kreñvoc’h eget justoc’h.

« Gwalc’hi ar c’hourlañchenn a raio », eme ar medisin, « ma ne ra ket vad all ».