Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Alanig a oa war evez, ha, pa welas genou Job digor-bras gant ar c’hoarzadenn, e plantas ennañ e droad betek a-dreñv toull ar gouzoug. Ar pez a c’hoarvezas n’em eus ket ezomm d’hen lavarout d’eoc’h. Job a zislonkas war an taol kement tra en doa evet ha debret. Ne wele mui sklaer gant an dour a zeue en e zaoulagad, hag ar c’hoant dislonk a rae d’ezañ digeri e c’henou muioc’h-mui e-lec’h serri e javedou ha trouc’ha gar al louarn gant e zent. Troad Alanig ne chome ket da ehana ; dounoc’h-douna e tiskenne e kof ar bleiz, hag an ivinou a rae e-barz ar c’hourlañchenn eul labour ken gwaz ha m’o dije graet an dour-beuz pe an tangwall. Job a zislonkas gwad. E stomok a oa kemmet penn d’ezañ, hag e vouzellou hag e galon a oa prest da lammat diouz e greiz. Yudal a rae ar paour kaez loen. Spontus e oa klevout anezañ. Lagad-Flour hag ar rouanez a oa semplet war o c’hador.

« Truez, truez ouz Job ! » a hopas Lom.

« Lezomp anezo », eme Dipadapa.

« Truez ouz Job ! » a hopas Lip-e-Bao.

« Lezomp anezo », eme ar broc’h, « ma vo gwelet piou eo ar mestr ».

« Gwelout a reomp a-walc’h piou eo ar mestr », eme Nobl.

Hag ar roue a c’hourc’hemennas da Alanig lakaat ehan d’an emgann.

Alanig a dennas e droad, gant keuz, diouz gourlañchenn e enebour. Ruz-tan edo gwad ar bleiz.

Job a oa skuiz-naet. Gourveza a reas war an douar, eur c’houezenn gaer o tivogedi dioutañ hag e holl izili o krena evel deliou kras en avel. Digor oa e c’henou, eonenn ha glaour etre e zent. E zaoulagad a oa aet war an tu enep.