Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

eus lavaret d’ezañ, n’eo ket a sac’hadou, nemet a garradou. Lammig en deus kavet ivez e varo em c’hastell ».

« Ha n’eo ket Tourter ar maout ?… »

« Me an hini en deus lazet ha debret anezañ. Ne blije ket d’in e benn : lakaat a ris ar penn e sac’h Tourter, e vignon gant urz d’hen c’has d’ar roue hep diskoulm al las. Ar maout, hep gouzout e touge e varo, a sammas ar sach… »

« Hag eo bet roet da Job ha da Lom ha debret ganto ! »

« Dre va faot d’in-me ! »

« Hag heñ digablus ! N’em bije ket kredet biken ! »

« Pec’hedou am eus graet dre goubladou bras, ha n’eo ket unan-hag-unan. Kounnar ar bleiz, hini an arz am eus dellezet mil gwech, ha mil kounnar all da heul. Sell « Gwelout a rit du-se, war an dosenn, eur park tirienn ? »

« Gant eur renkennad gwez faou, war an tu dehou ? »

« Dres. Er park-se em eus c’hoariet eun dro drist d’ar bleiz. N’eo ket bet darbet da Job mont da gana an dra-se dre ar vro, rak ne gavas ket e gont en istor.

Eun abardaez e oa. Job n’en doa ket debret eur begad abaoe an deiz a-raok, ha, d’an eur-se, e oa ouz e gorf muioc’h a eskern eget a gig. Sempl oa aet gant an naon. Edomp o tremen er park a welit du-se war an dosenn. Er park-se, eur gazeg hag eun ebeul kaer a oa o peuri.

« Alanig », eme ar bleiz d’in, « it da gavout ar gazeg, da c’houlenn diganti evit pe briz e werzfe d’imp hec’h ebeul ».