Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PENNAD VIII


Dre ar gwaremmou e kerzent o-daou.

« Deomp dre an hent bras », a lavare Flaer, « aesoc’h e vo ar bale. Me a zo kizidik va zreid ha va c’hroc’hen. Ouspenn kant draen lann a zo aet ennoun, pelloc’h, ha va zreid a zo kignet hag entanet. »

« Va re-me ivez », a lavaras Alanig. « D’in-me evelato e plij muioc’h mont a-dreuz ar parkeier, daoust d’an hent beza diaesoc’h ha hiroc’h war eun dro. Ar parkeier, e Breiz-Izel, a zo ken kaer ! Eun dudi eo gwelout war ar c’hleuziou ar bleuniou lann, skedus evel an aour, hag ar brulu ruz-tan hejet ha dihejet gant an aezenn flour. Digorit ho fronellou, ha c’houesit. Lavarit d’in : daoust ha c’houez vat ar parkeier ne blij ket d’eoc’h ? Daoust ha ne blij ket d’eoc’h klevout uhel, uhel a-us d’ho penn, kan an alc’houeder, hag, e-harz ho treid kuzet gant ar geot hag ar bleuniou, dour sklaer ar menez o ruilha d’an traoñ gant e ganaouenn sklintin ? »

« ’M eus aon, Alanig, c’houi a oar an tu da liva kaer pep tra ».

« Petra ’fell d’eoc’h ? Va zad en deus desket d’in pa oan c’hoaz bihanik-tre, karout al labousedigou… »

« Ya, ya, evit teurel warno ho krabanou ? »

« … ha karout ar bleuniou, c’houez vat ar parkeier, an heol, al loar, ha me ’oar ? »