Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ebet da ober chiboud e-touez ar bleuniou brug. Alanig a reas tro wenn.

Goude graet ganto o zrôad noz, ha kemeret eun tammig aer vat, Alanig ha Flaer a zistroas d’ar c’hastell. Chann a c’hortoze anezo e-tal an tan. Ar vugale a oa bet kaset da gousket.

« Chann », eme Alanig, « Flaer a zo gwall nec’het. Unan eus e vignoned en deus paket eur prosez hag a gousto ker d’an neb a gollo. N’eo ket pinvidik a-walc’h evit paea eun alvokad, pe gentoc’h, an hini a zo a-enep d’ezañ, en deus prenet an holl alvokaded evit ma ne vo den ebet da zifenn anezañ. Eur vez e vefe evidomp lezel eun den onest da veza barnet hep beza difennet ».

« Ha piou a zifenno anezañ ? »

« Me », a respontas Alanig.

« C’houi ? Pelec’h e vezo ar prosez ? »

« E Kemper, e palez ar roue ».

« E palez ar roue ? Va Doue ! Gwelloc’h e vefe d’eoc’h … »

« Peoc’h ! » eme Alanig.

« … Ar c’honikl diskouarnet, ar vran lazet », eme Chann.

« Peoc’h, a lavaran ! » eme Alan ; « aes eo se d’in rei da c’houzout d’ar roue ano an hini en deus graet an daou dorfed-se ».

« Ya, ya », eme Flaer, « ar re o deus tamallet ac’hanoc’h o deus dellezet beza diskroc’henet ».

« An dud a zo ken fall », a lavaras al louarn.

Chann a brenne he genou gant aon da lavarout c’hoaz eun dra bennak a-dreuz, ha gant aon diskulia hec’h Alanig muia-karet.